An 9,3 × 62 mm, anvet ivez 9,3 × 62 mm Mauser, zo ur c'halibr kartouchennoù ijinet war-dro 1905 gant an armeurer berlinat Otto Bock, diwar c'houlenn an embregerezh Mauser, a felle dezhañ kaout ur munision hag a c'halle bezañ implijet en e fuzuilhoù-morailh evel ar Gewehr 98, hep ne vije ur gartouchenn vilourel evit gellet ezporzhiañ anezhi[1].

9,3 × 62 mm
Skeudenn ar pennad 9,3 × 62 mm

Ur gartouchenn 9,3 × 62 mm
Doare
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Bloavezh krouidigezh 1905
Krouer Otto Bock
Produer orin Mauser
Muzulioù
Ø bannadell 9,30 mm
Ø kolier 9,92 mm
Ø skoaz 11,45 mm
Ø korf an douilhez 12,10 mm
Ø strad 11,95 mm
Tevder ar strad 1,30 mm
Hirder an douilhez 62 mm
Hirder ar gartouchenn 83,60 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 15 - 19 g
Tizh o vont e-maez V0 720 - 805 m/s
Energiezh ar vannadell 4.805 - 4.970 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Da gentañ e voe implijet e trevadennoù alaman Afrika, evit chaseal loened bras ar c'hevandir evel an dourvarc'hed, an olifanted pe ar bualed[1]. E deroù ar c'hantved e oa ur munision poblek produet gant un ugent embregerezh bennak[2]. Hiziv-an-deiz eo unan eus kalibroù chase gwerzhetañ Europa. E Bro-C'hall e vez implijet en huadegoù evit chaseal ar moc'h-gouez, ar c'hirvi pe ar yourc'hed[1].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) CHEVAL Jacques, 9.3×62 Qui es-tu ?, Chasse passion, 25/09/2019 (lennet d'an 19/01/2025)
  2. (es) 9,3 x 62 Mauser, Municion.org (lennet d'an 19/01/2025)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan