A Bay of Blood
A Bay of Blood (italianeg: Ecologia del delitto, Ecologia del delitto.[1] "Ekologiezh an torfed", adanvet diwezhatoc'h Reazione a catena , ha brudet ivez evel Carnage, Twitch of the Death Nerve ha Blood Bath, zo ur film doare giallo italian embannet e 1971 ha sevenet gant Mario Bava. Bava en deus kenskrivet ar senario gant Giuseppe Zaccariello, Filippo Ottoni, ha Sergio Canevari, diwar un istor gant Dardano Sacchetti ha Franco Barberi. Aktourien er film eo Claudine Auger, Luigi Pistilli ha Laura Betti. Carlo Rambaldi a oa bet krouer an efedoù ispisial. An istor a heuilh un toullad tud a zo prest d'ober pep tra evit bezañ perc'henn war ur bae ur wech aet da Anaon ar berc'hennez. Bez' eo unan eus ar filmoù diazez a zo bet awen ar filmoù slasher ha gore[2].
Titl | Twitch of the Death Nerve |
---|---|
Danvez pennañ | lazher a steudad |
Tachenn | Sinema spont, Slasher |
Bro orin | Italia |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | italianeg, saozneg |
Deiziad embann | 1971 |
Sevener | Mario Bava |
Senarioour | Mario Bava, Franco Barberi |
Rener ar skeudennaouiñ | Mario Bava |
Frammer filmoù | Carlo Reali |
Penn ar sevel kostumioù | Enrico Sabbatini |
Sonaozer | Stelvio Cipriani |
Dasparzher | Netflix |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 7.1/10, 86% |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lucas, Tim (2007). Mario Bava: All the Colors of the Dark. Video Watchdog. 847-869 p. ISBN 0-9633756-1-X.
- ↑ https://www.vanityfair.fr/culture/ecrans/story/mario-bava-comment-le-cineaste-italien-a-defini-le-slasher-movie-avec-la-baie-sanglante/10124