A Mesa pola Normalización Lingüística
A Mesa pola Normalización Lingüística (MNLG) (e brezhoneg: "Burev evit Normalizadur ar Yezh") a zo anv un aozadur galizek a stourm evit normalizadur ar galizeg war dachenn ar vuhez foran.
Krouet e oa bet da heul an Encontro sobre o estado actual da normalización lingüística ("Emgav diwar-benn stad a-vremañ normalizadur ar yezh") dalc'het e 1986
Labourat a ra war meur a dachenn, en o zouez an deskadurezh, an tiez-bank, an anvioù-lec'h, ar c'humuniezhioù galizeger er.maez eus harzoù ofiesl Kumuniezh Emren Galiza a-vremañ, ar c'henwerzh hag an embregerezhioù prevez, ar velestradurezh...
Abaoe 2007 e vez embannet gant ar Mesa ar gelaouenn viziek Longa Lingua.
Carlos Callón a zo bet prezidant ar Mesa abaoe 2002 betek hiziv.
Liammoù diavaez
kemmañ- A Mesa pola Normalización Lingüística (lec'hienn ofisiel)
- Longa Lingua (lec'hienn ar gelaouenn)