Abacost
Un abacost (diwar ar galleg A bas le costume) zo ur chupenn skañv gwisket e Republik Demokratel Kongo da vare diktatouriezh Mobutu Sese Seko.
Er bloavezhioù 1970 e faotas da Vobutu skarzhañ kuit diouzh ar vro kement tra a denne d'an drevadennerien. Cheñchet e voe neuze anvioù ar vro (deuet da vezañ Zair), ar moneiz, ar c'hêrioù... E-touez an divizoù tapet e voe berzet ouzh ar wazed gwiskañ roched ha kravatenn hag a oa arouezioù ar C'hornôg. An abacost a zeuas da vezañ dilhad arouezel an dud tost ouzh ar galloud. Pa voe aotreet al liesstrolladegezh er vro ne voe ket ur redi ken e wiskañ.