Abdur Rahman Khan
Abdur Rahman Khan ganet etre 1840 ha 1844 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 1901, lesanvet, An Emir Houarn[1] hag An Emir Dracula, a oa bet emir Afghanistan eus 1880 betek e varv e 1901. Ne ouier ket resis e peseurt bloavezh e oa ganet ; hervez darn eus ar mammennoù e vefe e 1830.
Abdur Rahman Khan
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Afghanistan |
Anv e yezh-vamm an den | عبد رحمان خان |
Anv-bihan | Abdur Rahman |
Anv-familh | Khan |
Deiziad ganedigezh | 1844, 1840 |
Lec'h ganedigezh | Kaboul |
Deiziad ar marv | 1 Her 1901 |
Lec'h ar marv | Kaboul |
Lec'h douaridigezh | Kaboul |
Tad | Mohammad Afzal Khan |
Bugel | Nasrullah Khan, Habibullah Khan |
Kar | Sardar Muhammad Ishaq Khan |
Familh | Barakzai dynasty |
Micher | politiker |
Karg | Emir of Afghanistan |
Relijion | Islam sunnit |
Bet erlec'hiet gant | Habibullah Khan |
Erlec'hiañ a ra | Mohammad Ayub Khan |
Prizioù resevet | Knight Grand Cross of the Order of the Bath |
Brudet eo evel unvaner meur Afghanistan, goude bloavezhioù a stourmoù kalet etre Afghaned. Disoc'het e oa war marc'hata al Linenn Durand gant an India Saoz.
"Ren ar spont" a veze graet gant ar Saozon eus e zoare da ren, en abeg ma oa aotrouniek ha garv, hag e oa bet lazhet betek 100 000 a dud da vihanañ, gant e justis didruez, e-korf 21 bloavezh renad.
Mont a reas da Anaon d'ar 1añ a viz Here 1901 gant droug-Sant-Urloù.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Peter Tomsen : The Wars of Afghanistan: Messianic Terrorism, Tribal Conflicts, and the Failures of Great Powers, PublicAffairs, 2011, p. 42 (ISBN 978-1-5864-8781-2)