Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio)

strollad taolennoù Caravaggio

Meur a daolenn, en istor al livouriezh, zo bet anvet Aberzhidigezh Izaag.
Meur a hini ivez zo bet anvet Il Sacrificio di Isacco gant o oberour, pa veze italian. E-touez ar re-se ez eus div a zo oberennoù diwar zorn al livour italian Caravaggio (1571-1610), hag an div-se eo a zo kinniget amañ.

Aberzhidigezh Izaag
strollad taolennoù
Deiziad krouiñ1598, 1603 Kemmañ
TitlIl Sacrificio di Isacco Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
LuskadBaroque painting of Italy Kemmañ
Danvez pennañAberzhidigezh Izaag Kemmañ
Tachennreligious art Kemmañ
Krouet gantCaravaggio Kemmañ
Danvez implijetoil paint, canvas Kemmañ
Diskouez a raAberzhidigezh Izaag Kemmañ

Taolenn Princeton kemmañ

Emañ an daolenn Aberzhidigezh Izaag-mañ en dastumad Piasecka-Johnson e Princeton, New Jersey . N'eur ket sur eo diwar zorn Caravaggio avat. Hervez Giulio Mancini, a skrivas buhez al livour, edo Caravaggio en Ospital ar Frealz pa reas un toullad livadurioù evit ar priol spagnol (ur priol spagnol a voe adalek 1593 betek 1595), ha hennezh o c'hasas gantañ da Sevilla. Da neuze e vije bet graet al livadur war-dro kreiz ar bloavezhioù 1590. Met kalz bravoc'h eo graet al labour c'hoazh eget pezh a oa kustum Caravaggio d'ober d'ar c'houlz-se, ma skriv an arzvarnour Peter Robb, er buhezskrid embannet gantañ e 1998 diwar-benn Caravaggio, e rank bezañ bet savet war-dro 1598.

Ar paotr a zo Izaag amañ a denn kenañ d'ar Yann-Vadezour a c'haller gwelout e mirdi iliz-veur Toledo. A bouez eo gouzout e oa degouezhet e Spagn un toullad livadurioù graet gant Caravaggio, rak levezonet o deus Diego Velázquez, met gallout a rafent bezañ bet graet gant Bartolomeo Cavarozzi (1590-1625) hag a oa e Spagn war-dro 1617-1619.

Emañ dorn an ael war benn ar maout evel m'emañ dorn kleiz Abraham war benn e vab, e gontell gantañ en e zorn dehoù, o selaou an ael. Netra en diadreñv, ha gant-se emañ an arvest en e greñvañ, en e skrijusañ.

Sklêrijennet eo an daolenn gant ar c'hiaroscuro ("amsked" e brezhoneg), doare-livañ ijinet gant Caravaggio, hag a zo bet ur seurt dispac'h en arz ar C'hornôg. En deñvalijenn emañ dremmoù an tad, Abraham, ha hini e vab, Izaag, ha koulskoude e santer nerzh o from.
Gwelout a reomp Abraham war-nes aberzhiñ e vab Izaag da sentiñ ouzh gourc'hemenn Doue hag un ael o herzel outañ, hag o kinnig dezhañ ur maout da lakaat e lec'h e vab.

Taolenn an Uffizi kemmañ

En Uffizi Firenze emañ al livadur-mañ, a voe graet, gouez da Giovanni Bellori, evit ar c'hardinal Maffeo Barberini, a oa da vezañ ar pab Urban VIII. Kant skoed en holl a voe roet d'an arzour evit e labour gant ar c'hardinal, paeet dre veur a wech etre miz Mae 1603 ha miz Genver 1604.

Ur pennad a-raok e oa bet livet Poltred Maffeo Barberini gant Caravaggio: moarvat e oa bet plijet a-walc'h Barberini ma en doa goulennet un daolenn all digantañ.

Anaout a reer dremm Izaag : hini Cecco Boneri eo, ur c'hrennard a weler en un toullad livadurioù diwar zorn Caravaggio. E zremm ivez eo hini an ael, nemet un tamm kemmet e voe an drolinenn anezhi hag ar blev, da guzhat an doare-ober. Dre skinoù X ez eo bet kavet kement-se.

N'anavezer nemet div daolenn gant Caravagio ma weler ar vro en diadreñv : homañ hag an Diskuizh e-kerzh an dec'hadenn da Egipt. Marteze eo an torgennoù Colli Albani a zo en-dro da Roma a weler amañ. Marteze ivez eo ur salud d'e gevezer Annibale Carracci, a oa brudet ar gwelvaoù livet gantañ.

Amañ eo mesket kaerder an natur hag euzhusted an aberzh. En diaraog e weler ar gontell lemm war vrec'h ar mab, troet ouzh ar gouloù.


Pennadoù kar kemmañ