Abner a zo anv unan eus jeneraled Shaoul (2 S 2) pa oa brezel etre Shaoul ha David.

Bez Abner ben Ner e Hevron

Kendelc'her a reas da stourm ouzh David goude marv Shaoul. Lakaat a reas Ishbaal, mab Shaoul da roue Israel (Norzh ar vro). Ne chome nemet ti Yehouda eus tu David.

Dizemglev a savas etre Abner hag Ishbaal ha klask a reas Abner em glevout gant David. Kavet en doa un emglev gantañ pa voe muntret gant Joab unan eus ofiserien David peogwir e oa bet lazhet e vreur Ashel gant Abner.

Dougen a reas David kañv bras (2S 4, 28-38) da Abner.