Abraham Brueghel

(Adkaset eus Abraham Bruegel)

Abraham Brueghel (1631-1690) a oa ul livour flamank eus un tiegezh livourien brudet. Mab e oa da Jan Brueghel yaouank, a oa mab da Jan Brueghel gozh, hag a oa mab da Pieter Brueghel gozh.

Torkad bleunioù en ul lestr arem


An Tiegezh kemmañ


 
 
Pieter Brueghel gozh
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Pieter Brueghel yaouank
 
Jan Brueghel gozh
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Jan Brueghel yaouank
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Abraham Brueghel

Yaouankiz kemmañ

Ganet e oa en Antwerpen, hag eno e tremenas e yaouankiz. Deskiñ a reas livañ gant e dad, Jan Brueghel yaouank. Kregiñ a reas da gaout brud en-krennard.

Buhez arzour kemmañ

E 1649, d'an oad a 18, ez eas Abraham da Italia da labourat evit ar priñs sikilian Antonio Ruffio. Tro en devoe da ziskouez pegen barrek e oa da livañ an natur hag ar beunioù dreist-holl.

Dek vloaz goude, e 1659, ez eas Brueghel da chom da Roma. Bloaz goude e timeze d'un Italianez. Derc'hel a reas da livañ taolennadoù bleunioù ha traoù divuhez, hag 1670 e voe degemeret en Accademia di San Luca, un akademiezh roman mennet da reiñ deskadurezh d'an arzourien. Bloaz goude ez eas da chom da Naplez ma varvas e 1690.

Liamm diavaez kemmañ