Abraham Brueghel
Abraham Brueghel (1631-1690) a oa ul livour flamank eus un tiegezh livourien brudet. Mab e oa da Jan Brueghel yaouank, a oa mab da Jan Brueghel gozh, hag a oa mab da Pieter Brueghel gozh.
An Tiegezh
kemmañ
Pieter Brueghel gozh | |||||||||||||||
Pieter Brueghel yaouank | Jan Brueghel gozh | ||||||||||||||
Jan Brueghel yaouank | |||||||||||||||
Abraham Brueghel | |||||||||||||||
Yaouankiz
kemmañGanet e oa en Antwerpen, hag eno e tremenas e yaouankiz. Deskiñ a reas livañ gant e dad, Jan Brueghel yaouank. Kregiñ a reas da gaout brud en-krennard.
Buhez arzour
kemmañE 1649, d'an oad a 18, ez eas Abraham da Italia da labourat evit ar priñs sikilian Antonio Ruffio. Tro en devoe da ziskouez pegen barrek e oa da livañ an natur hag ar beunioù dreist-holl.
Dek vloaz goude, e 1659, ez eas Brueghel da chom da Roma. Bloaz goude e timeze d'un Italianez. Derc'hel a reas da livañ taolennadoù bleunioù ha traoù divuhez, hag 1670 e voe degemeret en Accademia di San Luca, un akademiezh roman mennet da reiñ deskadurezh d'an arzourien. Bloaz goude ez eas da chom da Naplez ma varvas e 1690.