Abraham Ortelius, pe Ortels, (ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1527, en Antwerpen, marv d'ar 4 a viz Gouere 1598, er gêr-se ivez) a oa ur c'hartennour eus Izelvroioù ar Su. Sellet a reer outañ evel unan eus saverien an atlas kentañ.

Ne oa nemet daouzek vloaz pa varvas e dad ha rankout a reas kuitaat ar skol hag en em lakaat da labourat en un ti-moullañ ma veze graet kartennoù. E 1547 ez eas e-barzh « gild Sant Lukaz », evel livour kartennoù. Adkemer a reas stal e dad ivez, a oa marc’hadour traoù kozh. Bep bloaz ez ae da Frankfurt am Main d'ur foar vras. Enni e prene levrioù, kartennoù ha traoù kozh a adwerzhe en e stal.

E 1554 e reas anaoudegezh e Frankfurt gant Gerardus Mercator, ur c'hartennour eus an Izelvroioù, ha dont a rejont da vezañ mignoned. O paouez embann ur gartenn eus Europa e oa Mercator neuze, ur gartenn hag he doa graet berzh bras e-touez al lenneien. E 1560 ez eas Ortelius da veajiñ gant Mercator, Franz Hogenberg, Philip Galle ha Jan Sadeler e meur a vro eus Europa : mont a rejont da Loren, Trier, Poitiers. Ur wech distro eus e veaj da Antwerpen e savas e gartenn gentañ, deuet er-maez e 1564.

E 1570 e teuas er-maez an Theatrum Orbis Terrarum : un dastumad 53 c'hartenn e oa, savet gant Ortelius ha moullet gant Gilles Coppens, en Antwerpen. Dediet e oa al levr da |Fulup II, roue Spagn. Berzh bras a reas al levr ; buan e voe peurwerzhet hag adembannet. E 1571 e voe un trede embannadur e latin adarre, hag un droidigezh e flandrezeg. Er bloavezh war-lerc'h e voe un embannadur gallek hag unan alamanek. Meulet e voe labour Ortelius gant e genseurted ha gant Mercator er renk kentañ anezho. A-raok fin buhez Ortelius e oa bet adembannet e atlas 25 gwech.

Meur a gartenn all a embannas Ortelius. Etre 1579 ha 1606 e voe embannet e Paregon Theatri, gant un adembannadur eus Taolenn Peutinger ennañ.

Kartenn eus an Douar, gant Ortelius

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.