Abu-Nuwas al-Hasan ben Hani al-Hakami (750810) brudet dreist-holl dindan an anv Abū-Nuwās (arabeg ابونواس) a oa unan eus barzhed pouezusañ marevezh an Abasided. Ganet e oa bet e Ahvaz e Persia. Arabat ha persiat e oa e dud[1].

Abu Nuwas, poltredet gant Kahlil Gibran

Evel unan eus ar varzhed arabek klasel brasañ e vez barnet. Ur mestr e oa war an holl rummoù lennegel eus e vare, met war e ganennoù a-zivout ar gwin(khamriyyat) ha war e varzhonegoù a-zivout karantez ar grennarded (mudhakkarat) eo diazezet e vrud. Un tamm eus an hengoun folklorel eo deuet e oberenn da vezañ ha meneget eo meur a wech e Levr ar mil nozvezh hag unan

Studiañ a reas e Basra ha desker e voe da Walibah ibn al-Hubab ha Khalaf al-Ahmar. Tu-se estudias ar C'horan hag an hadithoù met ivez ar yezhadur hag ar varzhoniezh. Hervez an hengoun eñ-defe tremenet ur bloavezh en dezerzh e-touez ar vedouined da zeskiñ o yezh.

Mat e oa an darempredoù etre Abū-Nuwās hag an diernelezh abasid da gentañ abalamour d'e geneilded gant vizired ar familh Bamarkis. Goude o diskarr, avat e voe rediet da dec'hout da Egipt.Goude marv Harun al-Rashid hepken e tistroas da Vagdad. D'ur barzh ofisiel e lez al-Amin ez eas neuze.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (tr) Esat Ayyıldız. "Ebû Nuvâs’ın Şarap (Hamriyyât) Şiirleri". Bozok Üniversitesi İlahiyat Fakültesi Dergisi 18 / 18 (2020): 147-173.