Académie des Sciences d’Outre-Mer
An Académie des Sciences d’Outre-Mer zo un akademiezh c'hall e Pariz hag a studi istor ha douaroniezh Afrika, Suamerika, Azia hag Okeania.
Savet e voe e 1922 gant an anv Académie des sciences coloniales ha studiañ a rae kement tra a denne d'an trevadennoù gall.
E 1957 he doa kemeret an anv nevez a Académie des Sciences d'Outre-Mer ("Akademiezh Skiantoù Tramor").