Acre (stad)
Acre (distagadur portugalek: [ˈakɾi]) zo unan eus ar 26 stad a ya d'ober Bro-Vrazil. War harzoù Perou ha Bolivia emañ, e penn kornaoueg ar vro. Er rannvro Norte emañ. Anvet eo diwar-lerc'h anv ar stêr Acre. 152 581,4 km² zo dezhi, hag un tamm bihanoc'h eget Tunizia eo. Rio Branco eo ar gêr-benn.
Acre | |
---|---|
Banniel | Ardamezioù |
Riezh | Brazil |
Kêr-benn | Rio Branco |
Kêr vrasañ | Rio Branco |
Gorread | 152 189 km² |
Poblañs | 732 793 (2010) |
Stankter | 4,8 ann./km² |
MDD (2005) | 0,697 – etre |
Gwerzhid-eur | UTC-4 |
ISO 3166-2:BR | BR-AC |
Ur pennad Acre zo ivez.
Kêrioù
kemmañSed ar c'hêrioù tudet ar muiañ:
- Rio Branco, kêr-benn ar stad, 314.127 a dud enni, 8.831 km² dezhi
- Cruzeiro do Sul: 86.725 a dud enni, 8.816 km² dezhi
- Feijó: 39.365 a dud enni, 27.964 km² dezhi
- Sena Madureira: 33.614 a dud enni, 23.732 km² dezhi
- Tarauacá: 30.711 a dud enni, 20.199 km² dezhi
- Senador Guiomard: 21.000 a dud enni, 2.321 km² dezhi.
Istor
kemmañE 1903 e voe kemeret douaroù Acre gant Brazil digant Bolivia.
Tud brudet
kemmañ- Chico Mendes, seringueiro, lazhet gant ar berc'henned vras.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ