Adam Jarzębski
Adam Jarzębski, ganet e Warka a-raok 1590 ha marvet e Varsovia en 1648, a oa ur skrivagner, barzh, sonaozour ha biolinour polonat. Ezel e oa bet eus chapel Johann Siegmund Hohenzollern e Berlin, war-dro 1612. Goude ez eas da studiañ da Roma e-pad bloaz. Pa zistroas e voe ezel eus chapel roueel Varsovia.
Brudet eo e zornskrid Canzoni e concerti, ennañ 27 pezh.