Aden
Aden (arabeg: عدن ʻAdan) a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Yemen, war aod su ar vro. Skeiñ a ra war Pleg-mor Aden, 170 km er Reter da strizh-mor Bab al-Mandab. E krater ur menez-tan emañ he forzh kozh. Kêr-benn Yemen ar Su, ur stad dizalc'h sokialour, e oa etre 1967 ha 1990. Tost d'ur milion a dud a oa o chom enni e deroù an XXIvet kantved met ne oa ken 863 000 e 2017 abalamour d'ar brezel diabarzh yemenat kroget e 2014.
Ar barzh Arthur Rimbaud zo bet o chom en Aden adalek 1880. Flodañ a rae armoù e Pleg-mor Aden hervez kont.
Liammoù diavaez
kemmañ- pennadoù-skrid holloueziadurioù diwar-benn Aden : (en) Encyclopædia Britannica, (fr) Encyclopædia Universalis, (ca) Gran Enciclopèdia Catalana
- (en) (poloneg), (persianeg) Sturlevr beajiñ Aden war Wikivoyage