Adeste fideles
Adeste fideles zo un nouel latin a vefe bet savet en XVIIIvet kantved. Savet e vefe bet, ton ha son, gant ur c'hatolik saoz, John Francis Wade (ganet en 1710 pe 1711 ha marvet en 1786), harluet e kêr Douai, e hanternoz Pikardi ; kement-se a soñjer abalamour d'ar c'hoshañ dornskridoù sinet gantañ e 1750 ha 1751, met gallout a rafe an oberenn bezañ bet savet abretoc'h, war-dro 1743 pe 1745.
Ouzhpenn anv John Francis Wade ez eus bet meneget kalz re all evel oberourien an ton : John Reading hag e vab, Händel, Gluck, tud a Bortugal, evel Marcos Portugal, pe ar roue João IV end-eeun (Hino Português eo anv portugalek ar c'hantik[1]).
Komzoù (skrid saoznek gant Frederick Oakeley)
kemmañ- Adeste Fideles (titouroù war an teul) — selaou (beta)
- Kudennoù evit selaou an teul? Kit da lenn media sikour.
Adeste fideles læti triumphantes, |
O come, all ye faithful, joyful and triumphant! |
Gwerzennoù latin all zo bet ouzhpennet.[2] Evel :
En grege relicto, humiles ad cunas,Patrom:0 |
Stella duce, Magi Christum adorantes, |
Æterni parentis splendorem æternum |
Pro nobis egenum et fœno cubantem, |
Doareoù all:
Cantet nunc hymnos chorus angelorum
Cantet nunc aula cælestium,
Gloria in excelsis Deo!
Venite adoremus (3×)
Dominum.
Doareoù brezhonek
kemmañDaou zoare brezhonek zo kinniget el lec'hienn kan iliz:
Kanerien
kemmañ- e 1998, gant Céline Dion en hec'h albom These Are Special Times.
- e 2009, gant Bob Dylan en e albom Christmas in the Heart ma kan en latin hag en saozneg;
- gant Andrea Bocelli en album Viaggio Italiano.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ FULD, James J.; The Book of World-famous Music: Classical, Popular, and Folk. New York: Crown Publishers, Inc. (1966).
- ↑ Hervez The Hymns and Carols of Christmas,.
- ↑ Doare 1903
- ↑ Doare gwenedek