Adiós muchachos (tango)

Adiós muchachos zo un tango brudet, son gant César Felipe Vedani ha ton gant Julio César Sanders, hag a voe kanet hag enrollet gant Agustín Magaldi en Eost 1927 ha gitarourien d'e heul.

Er ganaouenn emañ an daneveller war e dalaroù o kimiadiñ diouzh e vignoned.

Komzoù all zo bet savet e meur a yezh ivez.

Doare saoznek kemmañ

Un doare saoznek — I Get ideas — zo bet savet gant Dorcas Cochran hag embannet e 1951. Kaoz zo eus un den a sav soñjoù c'hoantus ennañ o sellout ouzh ur plac'h (pe ur paotr, hervez gant piv eo kanet). Netra da welout gant ar son spagnolek.

Kanet eo bet gant Tony Martin, Peggy Lee ha Louis Armstrong, o-zri e 1951. Kanet eo bet gant April Stevens ivez, ha gant Rosemary Clooney a-unan gant Bing Crosby e 1961.

Liamm diavaez kemmañ