Adkavout a reer an adkemer korf e relijionoù zo ha prederouriezhoù zo abaoe an Henamzer. N'eus liamm splann ebet nag un diazez kumum etrezo, met kavet e vez e relijionoù eus Azia evel an hindouegezh, ar voudaegezh, ar jainegezh pe ar sikhegezh. Kavout a reer ivez an adenkorfadur e kredennoù meur a bobl eus Amerika hag Afrika, da skouer gant ar Foned.

An adkemer korf skeudennaouet en un daolenn hindou (Hindouegezh).

Mont en ur c'horf nevez zo un doare de soñjal ez eus elfennoù dizanvezel zo hag a zalc'hfe da vevañ goude ar marv, da skwer ar spered, ur startijenn vev, ur c'hwezh (petra bennak e sinifife), evit cheñch korf ha chom eno, ha pa vefe ul loen, un den pe ur blantenn (bev bepred).