Adolf Wölfli
Adolf Wölfli (29 a viz C'hwevrer 1864 e Bern – 6 a viz Du 1930 en ur bredospital e Bern) a oa un arzour suis.
E vuhez
kemmañBener ha lonker e oa e dad, Jakob Wölfli e anv. Torfedour e teuas da vezañ, ha dibenn e vuhez a gasas en toull-bac'h. E 1875 e tistroas d'e vro c'henidik hag eno e varvas abalamour d'an delirium tremens. Lenn a reer en e vuhezskrid ijinet gant Adolf Wölfli[1], e oa seizh bugel en holl, eñ o vezañ ar yaouaer. Soñjal a reer e oa kannerez e vamm.
E 1872 en em stalias ar familh e Bern, ha nepell goude e tec'has kuit an tad. Ar peurrest eus ar familh a c'houzañvas neuze an naon du, daoust da strivoù ar vamm. Tost holl o madoù a voe gwerzhet diouzh ar chresk hag e miz Here 1872 e tegouezhas ar familh e Schangnau. Bodet e voe bodadeg ar c'humun, ha divizet e voe gant hec'h izili lakaat Adolf hag e vamm e ti ul labourer-douar hag a oa kuzulier stad hag a laboure e Cherlishof, e kumun Bumbach. Dispartiet e voe Adolf diouzh e vamm e miz Genver 1873.
Kaset e voe da veur a di-feurm, hag enno e voe lakaet da arvestiñ ouzh tud oc'h evañ, ha rediet da evañ a-wechoù. E lec'hioù zo e veze dornet zoken, ken na veze ket gouest da vont d'ar skol ken. Pa oa 9 bloaz e varvas e vamm. Mêsaer-givri e voe, ha mevel azalek 1880.
Meur a wech e klaskas gwallañ merc'hed yaouank-tre, « un temptadur diaoulek »[2], e voe toullbac'het e 1890 Adkouezhañ a reas, ha lakaet e voe da zigiriek, ha dalc'het azalek 1895 e bredospital Waldau, e-kichen Bern. Eno e chomas betek e varv.
E oberenn
kemmañE 1899 e stagas Wölfli gant an tresañ, ar skrivañ hag ar sonaozañ. E-pad 30 vloaz e savas neuze 1 300 tresadenn, 44 c'haier enno e zamkaniezhioù diwar-benn ar skiantoù hag ar relijion. En e gaieroù e krouas gerioù hag e tistummas re all, kemmoù a zegasas d'ar reizhskrivañ ha daougementiñ pe tric'hementiñ ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù, a-benn luskañ frazennoù e vuhezskrid ijinet, 25 000 pajenn dezhañ, hag anvet « Mojenn Sant Adolf ».
Al lod brasañ eus e oberennoù a zo miret e mirdi Arzoù-kaer Bern, ha Diazezadur Adolf Wölfli eo a ra war-dro.
Levrlennadur
kemmañ- Dr. W. Morgenthaler, Ein Geisteskranker als Künster: Adolf Wölfi, Berne/Leipzig, 1921
Adembannadurioù : Dr. W. Morgenthaler, Adolf Wölfli. Troidigezh ha kinnig gant Henri-Pol Bouché. Pariz, Publications de l'Art brut, 1964 - Dr. W. Morgenthaler, Madness and Art: The Life and Works of Adolf Wölfli, University of Nebraska Press, USA, 1992)
- A-stroll, Adolf Wölfli 1864-1930, Werk aus einer Privatsammlung, Bâle, Kupferstichkabinett, Kunstmuseum, 1971
- Adolf Wölfli (a-stroll). Diazezadur Adolf Wölfli, Mirdi an Arzoù-kaer, Berne, 1976. Kinnig e vuhez hag e oberenn gant Elka Spoerri
- Elsa Longhauser & Elka Spoerri, The Other Side of the Moon. The World of Adolf Wölfli, katalog an diskouezadeg, Philadelphia, 1988
- A-stroll, Wölfli, Dessinateur-Compositeur , Embannadurioù l’Age d’Homme, Lausanne, 1991
- Marianne Wackernagel von Schwabe, Adolf Wölfli, Sondereinband, 1998
- Daniel Baumann & Elka Spoerri, The art of Adolf Wölfli, Princeton University Press, 2003
Skridoù Wölfli
kemmañ- Von der Wiege bis zum Graab, Oder, Durch arbeiten und schwitzen, leiden, und Drangsal bettend zum Fluch. Schriften 1908-1912 (Eus ar c'havell d'ar bez, pe pedenn d'ar mallozh evit al labour hag an dour-c'hwez, an droug hag an trubuilh). Skridoù 1908-1912, Diazezadur Adolf Wölfli, Mirdi Arzoù-kaer Berne, Francfort, 1985
Pennadoù e-barzh levrioù
kemmañ- Michel Thévoz, L'Art brut. Genève, Albert Skira, coll. "La Peinture", 1975, 1980.
- Wölfli : l’empire du songe, pennad 5, pp 76-88, in Outsiders, fous, naïfs et voyants dans la peinture moderne (1889-1960) gant Christian Delacampagne, embannadurioù Mengès, Pariz, 1989
- Wölfli gant Elka Spoerri, Raw Vision N°4, 1991
- Adolf Wölfli : An examination of the « Funeral March », the Swiss Visionary’s final voluminous Illustrated books gant Edward Gomez, Raw Vision N°18, 1997
- Saint Adolf II, Empereur du gigantisme, pp 76-91, in Les Primitifs du Patrom:S- gant Jean-Louis Ferrier, Terrail, 1997
- Le phénomène Adolf Wölfli, Pennad 2, pp 22-30 in L’Art brut gant John Maizels, Phaidon, 2003
Levrioù ma vez meneget Wölfli enno
kemmañ- Hans Prinzhorn, Bildnerei der Geisteskranken, Springer Verlag, Berlin, 1922
- Catalogue de la Collection de l’Art brut, Lausanne, 1976 ha 1986
- Another World : Wölfli, Aloïse, Müller, Third Eye Centre, Glasgow, 1978
- Michel Random, « L’art visionnaire », Nathan, Pariz, 1979
- Art brut, Collection de l’Aracine, katalog an diskouezadeg, Mirdi ar Arz modern, Lille Métropole, 1997
- Lucienne Peiry, L'Art brut. Pariz, Flammarion, 1997.
- Colin Rhodes, L'Art outsider: art brut et création hors normes aus XXe siècle, Thames & Hudson, 2001
- Florence de Mèredieu, Histoire matérielle et immatérielle de l'art moderne, Larousse, 2004
- Laurent Danchin, Art brut. L’instinct créateur, Gallimard, Pariz, 2006
- B Tosatti, Beautés Insensées, katalog an diskouezadeg, Skira Seuil Editions, 2007