Adolfo Suárez González (25 a viz Gwengolo 193223 a viz Meurzh 2014) a oa ur politikour spagnol. Kentañ Ministr Spagn e voe etre 1976 ha 1981.

Adolfo Suárez

Studioù a reas e skol-veur Salamanca. Mont a reas e-barzh ar Movimiento Nacional, ul luskad politikel krouet gant aduidi Francisco Franco, ha tapout a reas er strollad-se a garg a sekretour meur. Ren a reas skinwel ar stad ivez, dindan ren Franco.

Pa'z eas Juan Carlos Iañ da roue Spagn, goude marv Franco, e anvas Adolfo Suárez da gentañ ministr d'ar 4 a viz Gouere 1976. Gant Adolfo Suárez e voe degaset kemmoù en aozadur ar stad, tamm-ha-tamm, da lakaat anezhi da vezañ demokrateloc'h. Klask a reas chom hep displijout d'an arme a oa feal d'an urzh kozh ha klevet war un dro galv ar c'hostezennoù a c'houlenne un adreizh a-vras da aozadur ar stad.

Sevel a reas ur strollad politikel eus ar c'hreiz, an Unión de Centro Democrático da harpañ e bolitikerezh. Trec'h e voe ar strollad-se er votadeg kentañ a voe aozet d'ar 15 a viz Mezheven 1977 hag adanvet e voe Adolfo Suárez da gentañ ministr, en un doare demokratel ar wech-mañ. Goude votadeg 1979 e chomas Suárez e penn ar gouarnamant.

E zilez a roas avat e miz Genver 1981. Kuitaat a reas ar strollad UCD e 1982, evit mont da sevel ur strollad all, ar Centro Democrático y Social, met ar strollad-se ne reas ket berzh e dilennadeg 1982. Paouez a reas Suárez da vat gant ar politikerezh e 1991.