Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emañ aerborzh etrebroadel Brest-Breizh (kod AITA : BES ; kod OACI : LFRB) war gumun Gwipavaz e Biz Brest. E 2013 e voe 1 003 086 a veajourien o tremen drezañ[1]. Perc'hennet eo gant Rannvro Breizh ha meret gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Brest.
Kammedoù kentañ an nijerezh e Brest kemmañ
Abred e krogas Istor an nijerezh e Brest. E kreiz an XIXvet kantved e reas ar vreudeur Le Temple arnodoù evit lakaat ur ardivink da nijal, tra ma reas heñvel Jean-Marie Le Bris war-dro 1856 ha 1860 e Douarnenez hag e Plonevez-Porzhe.
Hemañ a reas arnodoù e Brest war Boligon ar Morlu war-dro 1867.
E 1913 e nijas Saint-Pol-Roux gant e nijerez a-us da lenn-vor Vrest. E 1914 e tibradas ar c'homandant Maurice Challe eus Brest evit mont da bradañ e Pariz ha distreiñ da Vrest e-bourzh un nijerez Farman.
Gwelout ar reked kriz hag an daveoù war Wikidata.
Nijva stadunanat e 1917 kemmañ
E 1917 e savas al Lu stadunanat daou sanailh evit goudoriñ aerlistri war blateiz Lanruz e Gwipavaz. Implij a raent ledennad dour Lanninon evit o nijerezioù-neuñv.
Nijva evit an nijerezioù bihan kemmañ
War-dro 1930 e roas ar gouarnamant gall un aotre da implij an nijva evit nijerezioù bihan.
Aerborzh Brest-Gwipavaz kemmañ
E 1937 e oe krouet aerborzh Brest-Gwipavaz dindan meradur da gortoz Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Brest.
Nijva brezel evit an Alamaned kemmañ
Ur strollad nijerezioù chaseal a voe staliet gant an aerlu alaman. E 1945 e oe distrujet an dachenn-dibradañ.
Aerborzh bihan evit ar varc'hadourezh kemmañ
Goude ar brezel, n'eus ket mui a linennoù evit ar veajourien. Un nebeud marc'hadourezhioù gounezerezhel a zo kaset da Vreizh-Veur.
Aerlinenn war-du Enez-Eusa kemmañ
E 1995 eo voe roet lañs d'ul linenn evit kas tud ha marc'hadourezh da Enez-Eusa gant ar Compagnie bretonne aéronautique.
Aerlinenn veaj da Bariz kemmañ
E 1961 e oe digoret ul aerlinenn veaj etre Brest ha Pariz gant Air Inter.
Labourioù evit gwellaat hag astenn an aerborzh kemmañ
Aveadurioù kemmañ
Linennoù kemmañ
12 termen-beaj war-eeun er C'hwec'hkorn hag en DOM-TOM kemmañ
|
|
24 zermen-beaj da vaez-bro war-eeun kemmañ
|
|
|