Afanc
An Afanc pe Addanc zo un euzhvil eus mojennoù Kembre. Hervez ar mojennoù e kemm e neuz: a-wechoù heñvel ouzh ur c'hrokodil, a-wechoù ouzh un avank, pe ur c'horrigan, pe un diaoul (cythraul) . Emañ o chom en ul lenn, pe ur vougev.
Lec'hioù
kemmañLlyn Llion, Llyn Barfog, e-tal Pont Brynberian, ha Llyn yr Afanc, e-tal Betws-y-Coed. Hag ivez 'Bedd yr Afanc' war Menez Preseli.
Mojennoù
kemmañUn euzhvil e oa an Afanc ha lammat a rae gant an dud dievezh a dostae d'al lennoù ma veve.
E mojenn Peredur fab Efrawg, eus Llyfr Gwyn Rhydderch ha Llyfr Coch Hergest, emañ an "Addanc" o chom en ur vougev nepell diouzh palez ar roue. Tri mab d'ar roue a vez lazhet gant al loen bemdez. Ul lec'h anvet 'Bedd yr Afanc' (Bez an Avank) zo war Menez Preseli, ma vije bet lazhet.
Iolo Morganwg
kemmañUr vojenn zo bet kontet gant Iolo Morganwg diwar-benn un avank
An anv
kemmañHervez ar mammennoù e kaver meur a stumm d'an anv. An avanc eo a oa o chom e Llyn Barfog, hag afanc a reer hiriv eus ul loen all.
Afanc eo an anv hiriv peurliesañ[1].
Daveoù
kemmañ- ↑ Geiriadur Prifysgol Cymru (University of Wales Dictionary), vol.