Agadir
Agadir' (berbereg (amazigh): ⴰⴳⴰⴷⵉⵔarabeg : أغادير Aġadīr pe Agadīr) zo ur gêr eus Maroko. Emañ e mervent Maroko war aodoù ar Meurvor Atlantel ha kêr-benn proviñs Agadir (MA-AGD) ha rannvro Souss-Massa-Draâ eo. Poblañs : war-dro 200 000 a dud. Setu ar gêr marokan anavezetañ gant an douristed eus ar C'hornôg abalamour d'an niver a ostalerioù vakañsoù eno hag er c'horn-bro. Ur greizenn genwerzh war an aod a oa bet krouet eno gant ar Bortugaled e penn-kentañ ar XVIvet kantved. D'an 29 a viz C'hwevrer 1960 e voe distrujet Agadir tost a-bezh en ur c'hren-douar a badas pemzek eilenn : war-dro 15 000 den a voe lazhet. Distrujet e oa bet ar C'hasbah kozh. Lakaet e voe Agadir da vezañ ur greizenn vakañsoù heol ar goañv. Bremañ eo an douristerezh an obererezh pennañ ha milieroù a douristed a nij betek eno eus broioù Europa dreist-holl.
