Agde

kumun Bro-C'hall

Agde (okitaneg, distaget [ˈate]; Agde ivez e galleg, met distaget [agdə] er vro, hag [agd] er genyezh) a zo ur gumun eus Lengadok en Okitania, e departamant an Erau er rannvro Lengadok-Rousilhon-Kreisteiz-Pireneoù. Emañ war ribl ar Mor Kreizdouar. Ul lec'h touristel kenañ eo, hag e-pad pell e oa eno ar greizenn naturegezh vrasañ en Europa.

Emgannoù war zour war ar stêr Erau dirak iliz-veur Sant Estève
  • Agathe (Strabo, IV, 1, 5 ha 6)
  • Agatha (Plinus, Hist. Nat. III, 4; Pomponius Mela, Chor. II, 5, 80)
  • Agathensium Civitas (?)
  • Agathae Urbs (Gregor a Dours, HF, VI, 2, P. 266)
  • Agate Civitas (Juluan a Doledo, Historia Walbae, 13, MGH, SRM, V, p. 513)
  • Agata (Provinciale visigothicum, CC, 176, p. 428)

Agathè a zo bet krouet gant Massilia, hervez Strabo (IV, 1, 5, 6) ha Plinus a Henañ (Hist. Nat. III, 4, ) ː Agatha quondam Massiliorum.

Ur porzh-mor e oa enno.

Ur sened-iliz a zo bet enno, d'an 10 a viz Gwengolo 506.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Fevrier Paul-Albet & Barral I Altet Xavier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule des origines au milieu du VIIIè siècle. VII. Province ecclesiastique de Narbonne (Narbonnensis Prima). De Boccard. 1989



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.