Ur pennad Agenor zo ivez.

Agenor (henc'hresianeg : Ἀγήνωρ[1]) oa eus tiegezh roueed Argos. Tad oa da g-Krotopos. Dislavar zo evit evit gouzout e blas el lignezioù. Hervez darn e oa mab da Ekbasos, ha tad d'ar ramz Argos Panoptes[2],[3]. Tud all a lavar e oa mab Triopas, ha breur da Iasos, Ksanthos ha Pelasgos[4],[5]. Hellanikos Lesbos a lavar e oa Foroneüs e dad, hag e oa Iaso ha Pelasgos e vreudeur. Pa varvas an daou vreur henañ (Iaso ha Pelasgos eta) e voe aloubet o rouantelezh gant o breur yaouankañ Agenor hag a deuas da vezañ roue Argos[6].

Notennoù

kemmañ
  1. Distaget amañ
  2. Schmitz, Leonhard (1867), "Agenor (2)", in Smith, William, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1, Boston: Little, Brown and Company, p. 68.
  3. Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke 2. 1. § 2.
  4. Paosanias, Deskrivadur Hellaz 2.16, § 1.
  5. Hyginus, Fabulae 145.
  6. Hellanikos Lesbos, Fragm. p. 47, ed. Sturz.