Agnès Galand, Agnès de Jésus hec'h anv en urzh, anvet ivez Agnès de Langeac (Le Puy-en-Velay 1602 - 1634), oa ul leanez c'hall dominikan brudet evit he madelezh hag he vertuzioù.

Buhez kemmañ

Merc'h Pierre Galand, konteller, ha Guillemette Massiote oa. An drede eus seizh bugel, ganet eo bet Agnès d'ar 17 a viz Du 1602 er Puy-en-Velay.

Lavaret e vez e tivizas en em reiñ d'ar Werc'hez Vari da seizh vloaz.

Abalamour d'he deoliezh e voe aotreet da gomuniañ da eizh vloaz.

Kustum oa da reiñ an aluzon d'ar beorien a gave war he hent. Bodañ a rae he mignonezed evit studiañ kelennadurezh an iliz Katolik ha pediñ.

Staliet e oa Urzh ar vreudeur prezegerien er Puy-en-Velay abaoe an XIIIvet kantved. Iliz o c'houent a oa tost d'he zi. Unan eus ar vreudeur an Tad Panassière a voe he rener a goustiañs. Degemeret e voe en trede urzh dominikan e miz Ebrel 1621.

E 1623 e kuita ar Puy-en Velay evit mont da gouent Langeac, nevez krouet dindan paeroniezh Katelin Siena.

D'an 2 a viz C'hwevrer 1625 e reas he gouestladur. Dilennet e voe priolez e 1627.

Kuzuliañ a reas Jean-Jacques Olier, diazezer Kompagnunezh Beleien Sant Sulpis.

Mont a reas da Anaon d'an 19 a viz Here 1634.

Gwenvidigezh kemmañ

Lakaet eo bet war roll ar wenvidien d'an 20 a viz Du 1994 gant ar Pab Yann-Baol II.

Levrlennadur kemmañ

  • Agnès de Langeac : Le souci de la vie en ses commencements - Jean-Claude Sagne, Bernard Montagnes, Olivier-Thomas Venard, Martin de Framon - (édition du Cerf)
  • Mémoires sur la vie d’Agnès de Langeac - Esprit Panassière, o.p., kofesour Agnès - Embannet didan renerezhde B. Peyrous ha J.-Cl. Sagne, o.p. Cerf 1994.
  • Agnès de Langeac, moniale dominicaine, mère spirituelle de Jean-Jacques Olier - 1602-1634 - Sœur Marie de la Trinité - Eil embanndur - Langeac 2001.
  • Grand Mémoire sur Agnès de Langeac - Arnaud Boyre - Arfuyen 2004.
  • Agnès de Langeac - René de Tryon - 1994.
  • Vie de la Bienheureuse Agnès de Langeac Charles Louis de Lantages pss - Cerf 2011