Agnes von Kleve (1422–1448), pe Inés de Cléveris e spagnoleg, pe Agnès de Clèves e galleg, a oa trede merc'h Adolf Iañ, Dug Kleve, hag e eil pried, Mari Bourgogn, a oa c'hoar da Fulup III, dug Bourgogn.

Klask a reas Juan, roue kenseurt Navarra, ur pried d'e vab henañ, Carlos, Priñs Viana, entre tiegezhioù uhelañ Europa, hag a-benn ar fin e tibabas Agnes von Kleve, keniterv da Fulup III, dug Bourgogn. Ne oa ket pinvidik tiegezh Kleve, hag eus tiegezh Bourgogn e teue he finvidigezh. Hag Agnes ne oa nemet an trede eus bugale he zud, o doa bet tri mab ha seizh merc'h.

En 1439 e timezas Agnes da Carlos, hag a oa bet legadet Rouantelezh Navarra dezhañ, hag anavezet e wirioù gant ar c'h- Cortes, breujoù ar vro. Erruout a reas e Navarra dre ar mor, ha dilestrañ en Bilbo, ma teuas Jean de Beaumont, priol Urzh Sant Yann an Ospital, en Navarra, d'he degemer gant ur bagad brav a dud. Alese ez ejont da Estella. En Olite e voe graet an eured d'an 30 a viz Gwengolo 1439. En enor d'an dud nevez e voe fest ha lid ha banvezioù, tournamant, hervez ar gronikerien.

Degas a reas an dugez yaouank gizioù eus lez pinvidik Bourgogn, brudet he sked er XVvet kantved.

Mervel a reas mamm Carlos e 1441, hag he fried Juan II Aragon en doa kemeret e rouantelezh digant e vab.

Bugel ebet n'o doe Carlos hag Agnes. Met Carlos en doe ur verc'h gant María de Armendáriz, un itron eus al lez.

He marv ha goude

kemmañ

Mervel a eure Agnes d'ar 6 a viz Ebrel 1448, da 25 bloaz pe 26 vloaz.

Goude he marv ec'h addimezas Carlos da Catherine, infantez Portugal. Nemet mervel a reas Charles e 1461, a-raok an eured.