Agnese di Montefeltro

Agnese di Montefeltro (Gubbio, 1470 – Roma, 1añ a viz Ebrel 1523) a oa ur varkizez italian, merc'h da Federico da Montefeltro, dug Urbino, ha da Battista Sforza e eil pried.

Koll a reas he mamm da zaou vloaz, e 1472, hag he zad da 12, e 1482, ha neuze e voe fiziet en he c'hoarezed henañ, dindan evezh breur he zad, Ottaviano Ubaldini della Carda. Kelennet e voe marteze gant Vespasiano da Bisticci, a oa levraouegour he zad, an dug Federico, ha kelenner he breur bihanañ Guidubaldo.

He mamm Battista Sforza.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E 1489, da 19 vloaz, e timezas da Fabrizio Colonna (1460–1520), dug Paliano, ha c'hwec'h bugel o doe, en o zouez ar varzhez Vittoria Colonna.


Mervel a reas war he hent da Roma, goude bet o pirc'hirinañ e Loreto (Italia).