Ajañs European an Egor

Logo an AEE

Ajañs European an Egor ((en) European Space Agency, ESA; (fr) Agence spatiale européenne, ASE; (de) Europäische Weltraumorganisation) zo un aozadur etre-gouarnamantoù gant 22 Stad ezel a ra war-dro ergerzhadur an egor gant broioù Unvaniezh Europa. Savet e 1975, emañ he sez e Pariz hag implijet a ra war-dro 2 200 a dud e 2018 evit ur budged a 6,68 milion a euroioù e 2020.