Akt Gouarnamant Kembre 2006

Akt Gouarnamant Kembre 2006 (c 32) zo un Akt eus Parlamant ar Rouantelezh-Unanet da gempenn ar Vodadeg Vroadel evit Kembre (anvet Senedd bremañ) evit reiñ muioc'h a c'halloudoù dezhi. Gant an Akt e voe krouet ur sistem gouarnamant gant ul lodenn oberiant diwar al lodenn lezenniñ, hag a rank respont dezhi.

Divizoù

kemmañ

Divizet e voe gant an Akt-mañ :

  • krouiñ ul lodenn oberiant — Gouarnamant Bodadeg Kembre (anvet Gouarnamant Kembre abaoe miz Mae 2011) — dispartiet diouzh al lodenn lezenniñ, da lavaret eo Bodadeg Vroadel Kembre. Kemmet e oa bet Gouarnamant Kembre neuze, n'eo ket ur c'homite eus ar Vodadeg Vroadel ken, met ul lodenn dibar.
  • difenn ouzh an dud war ar renk da vezañ war ar renk war pastelloù-bro ha war ul listenn rannvroel.
  • reiñ ur mod d'ober evit an Urzhioù er C'huzul da reiñ galloudoù ar Parlamant d'ar Vodadeg, ar pezh a ro ar gwir d'ar Vodadeg d'ober "Muzulioù" (Lezennoù Kembre). Lodenn 5 an Akt a ro al lodennoù ma c'hell ar Vodadeg sevel Muzulioù.
  • aotren ur referendom evit reiñ muioc'h a varregezhioù lezenniñ, anvet "Aktoù ar Vodadeg".
  • krouiñ ur Siell Kembre hag ur Gouarner Siell Kembre (ar C'hentañ Ministr).
  • krouiñ ur Font soliet.
  • krouiñ post ar C'huzulier Hollek evel ezel eus Gouarnamant Kembre hag e guzulier lezenniñ pennañ.
  • reiñ d'ar Rouanez rolloù nevez oc'h envel ez-ofisiel ministred Kembre ha reiñ an asant real da Aktoù ar Vodadeg.

An Asant real a resevas al lezenn d'ar 25 a viz Gouere 2006.

Burutelladennoù

kemmañ

Embann ar reas Plaid Cymru ned ae ket pell a-walc'h an Akt dre ma ne roe ket ur parlamant peur-oberiant.

Sellet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ