Al louarn besk

(Adkaset eus Al Louarn Besk)

Al louarn besk zo anv meur a fablenn vrezhonek, savet gant meur a zen. Troet int, a bell pe a dost, war a seblant, eus ur fablenn c'hallek gant Jean de La Fontaine en 1668, hag en devoa tapet an danvez digant ur skrivagner all, Aisopos, eus Hellaz kozh.

Al louarn besk
Al louarn besk

Dont a rafe ar fablenn eus Fablennoù Aisopos, un den hag a veve war-dro ar VIIvet kantved kt JK ha VIvet kantved kt JK.

E brezhoneg

kemmañ

Pevar doare da vihanañ zo anavezet d'ar fablenn e brezhoneg.

Doare Prosper Proux

kemmañ

Doare Prosper Proux a voe embannet e Bombard Kerné : Jabadao ha Kaniri e 1866.

Doare Yann Gere

kemmañ

Embannet e voe ar skrid-mañ el levr Kanaouennou Kerne‎ gant Yann Gere, e 1900[1].

Doare Potr Treoure

kemmañ

Brudet eo skrid Paotr Treoure e 1935, dastumet el levrig "Barzaz ha Soniou evit ar vugale" (Presse Libérale, Brest, 1935, nemet bloavezh ebet merket war al levrig).

Savet eo diwar ar fablenn c'hallek Le Renard ayant la queue coupée, gant Jean de La Fontaine, embannet e 1668 el levr Fables de La Fontaine, anezhi eizhvet fablenn al levrenn V.

Doare Daniel Doujet

kemmañ

Un doare brezhonek all zo bet savet gant Daniel Doujet.

Alan al louarn

kemmañ

Tem al louarn besk a gaver ivez e Troiou-kamm Alanig al Louarn, un hir a gontadenn renket e brezhoneg gant Jakez Riou (e Gwalarn, 1936) diwar ar varzhoneg Reineke Fuchs gant Goethe : tem al louarn besk ne zeu war wel nemet en oberenn Jakez Riou, ne oa ket bet implijet gant ar barzh alaman.

Abeozen

kemmañ

Meneget eo fablenn Paotr Treoure gant Abeozen en ur pennad anvet Al lern besk, ma tispleg e fell da lod gallegerien e Breizh, lern besk anezho, ma vefe dilostet al lern all ivez evelto, da lavarout eo miret outo a gomz brezhoneg.

Yezhoù all

kemmañ
  • E saozneg :
    • e 1867 : The Fox Who had lost its Tail, e-barzh Three Hundred Aesop's Fables, gant George Fyler Townsend (1814–1900).
    • e 1894, The Fox Who had Lost His Tail, gant Joseph Jacobs.
  • En italianeg :
    • e 1886 : La Volpe dalla coda mozza, troet gant Emilio De Marchi (1851-1901) e-barzh Jean de La Fontaine, Favole, illustrazioni di Gustave Dorè, Biblioteca Classica Illustrata, Milano, Sonzogno.


  • E spagnoleg : La zorra con el rabo cortado.

Diouzh gwelout, ne oa ket ken troet ar pobloù all gant ar fablennoù evel e Breizh.

Oberennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ