Alain Bashung, (anv gwir Alain Baschung), (1añ a viz Kerzu 1947 – 14 a viz Meurzh 2009 e Pariz)[1], a oa ur c'haner, soner, sonaozer hag aktour gall. Dont a reas da vezañ brudet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 ha bras e voe e levezon war meur a ganer yaouankoc'h evitañ.

Alain Bashung e 2008

E vuhez kemmañ

Mab e oa Alain Bashung d'ur vaouez a orin eus Breizh hag a oa micherourez en ul labouradeg kaoutchoug e Boulogne-Billancourt ha d'un tad a orin berber ha n'anavezas ket[2]. Pa oa bloaz Bashung e timezas e vamm gant ur baraer, ha kaset e voe Bashung da Wingersheim en Elzas, da di e dud-kozh[2]. War ar maez e kasas e yaouankiz, en un endro kentoc'h mirour. Da bemp bloaz e tizoloas ar sonerezh, dre selaou sonerezh Kurt Weill ha seniñ gant an harmonica. Kurust e voe ivez e Wingersheim.

Mont a reas da Bariz e 1959, hag eno e tizoloas ar ganerien c'hall vrudetañ hag ivez ar sonerezh rock'n'roll sonet gant Gene Vincent, Buddy Holly pe Elvis Presley. E studioù kontourezh a zilezas buan a-walc'h, hag e savas ur strollad sonerezh folk ha rockabilly anvet Dunces.

Goude bezañ kejet gant sonerien e Royan e savas Bashung ur strollad nevez, ha seniñ a rejont en ostalerioù, pretioù hag en diazezlec'hioù amerikan. Meur a bladenn 45 tro a lakaas embann er bloavezhioù-se, evel Pourquoi rêvez-vous des États-Unis? e 1966. E 1968 e lakaas embann Les Romantiques, ur bladenn diviet hiziv an deiz [1].

En holl e lakaas embann 12 pladenn vihan dindan an anv David Bergen, ha div bladenn all e 1971/1972 dindan an anv Hendrick Darmen. Sevel a reas ivez tonioù evit kanerien vrudet evel Noël Deschamps, met diaes e voe dezhañ bezañ brudet.

E 1973 e c'hoarias perzh Robespierre er gomedienn war gan anvet La Révolution française gant Claude-Michel Schönberg]]. Kejañ a reas gant Dick Rivers, ha meur a ganaouenn (Marylou en o zouez) a savas evitañ.

Kejañ a reas neuze gant Andy Scott (ijinour war ar son) ha gant Boris Bergman. Asambles e savjont ur bladenn anvet Romans Photos, hag a zeuas er-maez e 1977. Met mare ar sonerezh punk e oa, ha ne reas ket berzh.

E 1979 e lakaas embann Roulette russe, ur bladenn teñval an aergelc'h enni, ha levezonet gant ar sonerezh rock. Berzh a reas a-benn ar fin e 1980 gant e ganaouenn Gaby, oh Gaby. Ur bladenn rock all, anvet Pizza, a lakaas embann e 1981, ha plijet e voe ar selaouerien koulz hag ar vurutellerien. Berzh a reas gant an ton Vertige de l'amour, tennet eus ar bladenn-se, hag un droiad sonadegoù a reas da-heul.

E 1982 e kenlabouras Bashung gant Serge Gainsbourg, ha sevel a rejont ar bladenn Play blessures asambles. Gwall zisheñvel diouzh ar pezh en doa graet betek-henn e oa, rak fellout a rae dezhañ diskouez e oa gouest d'ober traoù disheñvel diouzh "Gaby". Ur bladenn ziaes e oa, ha ne reas ket berzh. E 1983 e lakaas embann Figure imposée, ha ne reas ket berzh. E 1985 e skrivas meur a ganaouenn evit SOS Racisme.

Passé le Rio Grande a zeuas er-maez e 1986, ha berzh a reas a-drugarez d'an ton "SOS Amor".

E 1989 e lakaas embann Novice, ur bladenn enni sonioù New wave. Evit an ton Bombez ! e kenlabouras gant ar saver-komzoù Jean Fauque. Evit ar wech diwezhañ e kenlabouras gant Boris Bergman, hag en doa kenskrivet gantañ e donioù brudetañ kentañ.

E 1991 e kendalc'has da labourat gant Jean Fauque, ha sevel a rejont Osez Joséphine, ur bladenn enni un nebeud tonioù rock amerikan klasel adsonet. Gwerzhet e voe 350000 skouerenn anezhi, ha berzh a reas an ton anvet Osez Joséphine. War ar bladenn-se e kaver ivez Madame rêve, hag a zeuas da vezañ ur ganaouenn glasel.

E 1992 e kanas Les Mots bleus, un ton krouet gant Christophe. An ton-se a c'haller klevout war un dastumad kanaouennoù gwerzhet a-benn sikour an enklaskoù war ar sida. E 1994 e teuas Chatterton er-maez, ur bladenn Country New Age hervez Bashung. Berzh a reas gant an ton Ma petite entreprise ha da-heul e stagas gant un droiad daou vloaz-pad. E 1995 e teuas er-maez ar bladenn live Confessions publiques. Azalek 1994 e ouestlas muioc'h a amzer d'ar sinema, ha c'oari a rea e meur a film.

Asambles gant Brigitte Fontaine e kanas an ton anvet City, hag a c'haller klevout war bladenn Brigitte Fontaine anvet Les Palaces. E 1998 e teuas er-maez Fantaisie militaire. A-benn aozañ ar bladenn-se e labouras gant meur a zen : Jean Fauque, Rodolphe Burger, Les Valentins ha Jean-Marc Lederman. Adrian Utley, gitarour Portishead, a gemeras perzh er raktres ivez. Kalz binvioù kerdin a glever war ar bladenn. Ar bladenn vihan gentañ tennet eus ar bladenn a voe La nuit je mens. Teir Victoire de la musique a resevas e 1999. E 2005 e voe lakaet Fantaisie Militaire da bladenn wellañ an 20 vloaz tremenet da-geñver Victoires de la musique. Gant ar bladenn-se e reas berzh bras Bashung e-touez ar selaouerien koulz hag e-touez ar vurutellerien.

E 2000 e teuas Climax er-maez. Un dastumad eo (div bladenn) enni kanaouennoù kemmet : gant Noir Désir e kanas Volontaire.

L'Imprudence]] a voe embannet e 2002, ha meulet e voe gant ar vurutellerien. Enni e klever kalz binvioù-kerdin ha sonioù elektronek. Bashung a lavaras e oa bet levezonet gant sonerezhioù filmoù gwenn ha du kozh. Er memes bloavezh ec'h enrollas Cantique des cantiques gant e wreg Chloé Mons. E 2003 e kemeras perzh en ur bladenn da enoriñ Léo Ferré, ha kanañ a reas Avec le temps. Rakskrid ul levr diwar-benn Ferré a skrivas ivez.

E 2004 e teuas er-maez ar bladenn live doubl anvet La Tournée des grands espaces. E 2006 e kanas Que reste-t-il de nos amours (Charles Trenet) asambles gant Françoise Hardy. E miz Even 2006 e voe aotreet d'en em staliañ e Cité de la Musique e Pariz, ha da ober ar pezh a felle dezhañ. Meur a sonadeg a aozas, asambles gant arzourien liesseurt evel Christophe, Dominique A, Rodolphe Burger, Arto Lindsay. E penn-kentañ 2007 e kemeras perzh en droiad Les Aventuriers d'un autre monde asambles gant Jean-Louis Aubert, Cali, Daniel Darc, Richard Kolinka ha Raphaël. C'hoari a reas perzh Jakez an toullgofer war an ton anvet Panique Mécanique , tennet eus an albom anvet La Mécanique du cœur gant Dionysos.

E 2007 e c'hoarias Bashung er film J'ai toujours rêvé d'être un gangster gant Samuel Benchetrit.]

Bashung e-pad e droiad diwezhañ, e miz Gouere 2008

E 2008 e kanas an ton L.U.V. asambles gant Daniel Darc, war bladenn Darc anvet Amours suprêmes. Aozañ a reas ivez un abadenn anvet L'Homme à tête de chou, ha gouestlet da Serge Gainsbourg. D'ar 24 a viz Meurzh 2008 e teuas er-maez Bleu pétrole. Evit ar bladenn-se e kenlabouras Bashung gant Gaëtan Roussel (Louise Attaque), Arman Méliès ha Gérard Manset. An ton anvet Il voyage en solitaire krouet gant Manset a glever e dibenn ar bladenn. Da-heul e stagas gant un droiad sonadegoù, daoust dezhañ bezañ klañv[3].

Lakaet e vo Bashung da varc'heg Légion d'honneur d'ar 1añ a viz Genver 2009[4]. D'an 29 a viz C'hwevrer 2009 e voe roet teir Victoire de la musique dezhañ[5]. Mervel a reas abalamour da grign-bev ar skevent d'ar 14 a viz Meurzh 2009 en ospital Saint-Joseph e Pariz d'an oad a 61 bloaz[6].

Pladennaoueg kemmañ

Pladennoù bras kemmañ

Bloavezh Titl Renk en hit-parade
Frañs Belgia Suis
1977 Romans photos - - -
1979 Roulette russe 13 - -
1981 Pizza 1 - -
1982 Play blessures - - -
1983 Figure imposée - - -
1986 Passé le Rio Grande - - -
1989 Novice - - -
1991 Osez Joséphine 14 - -
1993 Réservé aux Indiens - - -
1994 Chatterton 6 - -
1998 Fantaisie militaire 1 15 -
2002 L'Imprudence 1 2 46
2002 Cantique des cantiques gant Chloé Mons - - -
2008 Bleu pétrole 1 4 11
2011 L'Homme à tête de chou - - -

Pladennoù bihan (singles) kemmañ

Bloavezh Titl Renk en hit-parade
Frañs Belgia
1966 Pourquoi rêvez-vous des États-Unis ? - -
1967 T'as qu'à dire Yeah - -
1967 Tu es une petite enfant qui fait la belle - -
1968 Chère petite chose 66 -
1968 Les romantiques - -
1969 Lise - -
1969 La rivière - -
1969 Simplement quelques jours - -
1969 Ho gli occhi chuisi - -
1970 Un jour viendra - -
1971 Du feu dans les veines - -
1973 Bois de santal - -
1977 Roman Photos 71 -
1977 C'est la faute à Dylan - -
1979 Je fume pour oublier que tu bois - -
1980 Gaby oh Gaby 2 -
1981 Vertige de l'amour 1 -
1981 Rebel 19 -
1981 C'est comment qu'on freine? 45 -
1983 Elégance - -
1984 S.O.S. Amor 36 -
1985 Tu touches pas à mon pote - -
1985 Hey Joe 59 -
1986 L'arrivée du Tour 44 -
1986 Malédiction 36 -
1989 Bombez! 76 -
1989 Pyromanes 94 -
1989 Etrange été - -
1991 Osez Joséphine 14 -
1991 J'écume - -
1992 Madame rêve - -
1994 Ma petite entreprise 61 -
1994 J'passe pour une caravane 31 -
1998 La nuit je mens 12 -
1998 Sommes-nous 24 -
1998 Aucun express 39 -
2003 La ficelle - -
2008 Résidents de la République - 32

Pladennoù « live » kemmañ

  • 1985 : Live Tour 85
  • 1992 : Tour Novice
  • 1995 : Confessions publiques
  • 2004 : La Tournée des grands espaces
  • 2009 : Dimanches à l'Élysée

Er sinema kemmañ

Aktour kemmañ

  • 1981 : Nestor Burma, détective de choc gant Jean-Luc Miesch
  • 1981 : Le Cimetière des voitures gant Fernando Arrabal
  • 1991 : Rien que des mensonges gant Paule Muret
  • 1992 : L'Ombre du doute gant Aline Issermann
  • 1994 : Ma sœur chinoise gant Alain Mazars
  • 1995 : Le Jeu de la clé gant Michel Hassan
  • 1998 : Mon père, ma mère, mes frères et mes sœurs... gant Charlotte de Turckheim
  • 1999 : Je veux tout gant Patrick Braoudé
  • 2000 : La Confusion des genres gant Ilan Duran Cohen
  • 2000 : Retour à la vie gant Pascal Baeumler
  • 2000 : Félix et Lola gant Patrice Leconte
  • 2000 : L'Origine du monde gant Jérôme Enrico
  • 2002 : La Bande du drugstore gant François Armanet
  • 2003 : Le P'tit Curieux gant Jean Marbœuf
  • 2006 : Arthur et les Minimoys gant Luc Besson (mouezh M Le maudit)
  • 2007 : J'ai toujours rêvé d'être un gangster gant Samuel Benchetrit

Sonaozañ kemmañ

  • 1981 : Nestor Burma, détective de choc gant Jean-Luc Miesch
  • 1985 : Le Quatrième Pouvoir gant Serge Leroy
  • 1986 : Le Beauf gant Yves Amoureux
  • 1992 : Le Jeune Werther gant Jacques Doillon
  • 1994 : Pigalle gant Karim Dridi
  • 1999 : Ma petite entreprise gant Pierre Jolivet

Notennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20090317051843/http://www.liberation.fr/culture/0101555454-alain-bashung-est-mort
  2. 2,0 ha2,1 Alain Bashung, rocker en équilibre, Le Monde , 25 a viz Meurzh 2008.
  3. Entretien avec Jean Fauque e-barzh Le Parisien, 10 a viz Even 2008
  4. La Légion d'honneur du Nouvel An e-barzh Le Figaro, 1añ a viz Genver 2009
  5. Bashung triomphe aux Victoires de la musique, Le Monde, 1añ a viz Meurzh 2009
  6. http://www.lefigaro.fr/musique/2009/03/14/03006-20090314ARTFIG00643-le-chanteur-alain-bashung-est-decede-.php

Liamm diavaez kemmañ