Alain Chabat
D'ar 24 Du 1958 e Oran (Aljeria) eo bet ganet Alain Chabat. Un aktour hag ur sevener sinema gall eo.
Buhezskrid
kemmañUr sevener, aktour, produktour (gant ar c'hevredad produiñ «Wam»), ur senarioner hag un animatour skinwel eo.
Yaouankiz
kemmañYuzevien eo e dud (sefarad). E Frañs eo erru Alain Chabat e 1962.
Penn-kentañ ar red micher
kemmañKroget en deus da dresañ bandennoù treset a-raok bezañ klevet war ar wagenn adalek 1980 war Radio Andorre ha France Inter ma voe gant kevratoù bihan evit an abadenn « l’oreille en coin».
E RMC en em gavas gant Pierre Lescure. Eñ a ginnigas dezhañ e 1984 mont gantañ evit labourat war ur chadenn tele nevezpour, Canal Plus. Kregiñ a reas gant an amzer ha pemp miz diwezhatoc'h e vuhezo «4C+» un abadenn-bemzediek war-eeun, gant c'hoarioù, klipoù, sketchoù ha kouvidi.
Buheziñ a reas « Prochainement sur Canal + » er memes mare, un abadenn sizhuniek gant Daniel Toscan du Plantier hag un dibab pennadoù e abadenn « Zénith », kinniget gant Michel Denisot.
An uhelvrud : mare «Les Nuls»
kemmañE 1987, Alain Chabat a savas ar pevarad anvet Les Nuls war ar chadenn da baeañ Canal Plus. Gant Chantal Lauby, Bruno Carette ha Dominique Farrugia e roas buhez da pennadoù fentus en heuliadenn egorel Objectif Nul pe en abadenn Nulle part ailleurs, gant ar c'heleier faos. Adkroget a reas gant ar c'heleier faos en abadenn Les Nuls l'émission.
Un distro a reas er skinwel war ar chadenn Comédie! da gentañ en ur vuhezañ e-pad un nebeud mizioù La grosse émission e 1998, hag adarre war Canal Plus e 2001 gant ar c'hoari anvet Burger Quiz, ur c'hoari gant goulennoù iskis-tre a zlee respont an emstriverien kelc'hiet gant kouvidi (aktourien, fentigellerien), en ur ginklañ predoù war ar prim.
Ar sinema
kemmañRoll-filmoù
kemmañPatrom:Listenn aktourien (En holl filmoù a heul eo aktour Alain Chabat da nebeutañ) :
- 1990 : Baby Blood
- 1991 : Les Secrets professionnels du Dr Apfelglück
- 1994 : À la folie
- 1994 : Parano
- 1994 : La Cité de la peur gant Alain Berbérian (kensenarioer ivez)
- 1995 : Gazon maudit
- 1996 : Delphine 1 - Yvan 0
- 1996 : Le Cousin gant Alain Corneau
- 1997 : Didier (sevener ha senarioer ivez)
- 1998 : Mes amis
- 1999 : La Débandade
- 1999 : Bricol' Girls (vidéo)
- 2000 : Le Goût des autres gant Agnès Jaoui
- 2001 : L'Art (délicat) de la séduction gant Richard Berry
- 2001 : Astérix & Obélix : Mission Cléopâtre (sevener, senarioer ha produktour ivez)
- 2001 : Shrek (mouez : doare gallek)
- 2003 : Chouchou
- 2003 : Laisse tes mains sur mes hanches
- 2003 : Mais qui a tué Pamela Rose ? gant Éric Lartigau
- 2003 : Les Clefs de bagnole gant Laurent Baffie
- 2004 : Ils se marièrent et eurent beaucoup d'enfants gant Yvan Attal
- 2004 : Shrek 2 (mouez : doare gallek)
- 2004 : RRRrrrr!!! (sevener, senarioer ivez)
- 2005 : Papa gant Maurice Barthélémy
- 2006 : The Science of Sleep gant Michel Gondry
- 2006 : L'amour est un bouquet de violettes gant Eric Lartigau
Animatour tele
kemmañDa welout ivez
kemmañ- lech'ienn ofisiel (n'eo ket bet hivizaet abaoe 2003)
- Les Nuls