Alasdair mac Mhaighstir Alasdair

Alasdair mac Mhaighstir Alasdair (war-dro 1698–1770) a oa ur barzh gouezelek eus Bro-Skos, skrivagner ha geriadurour. Unan eus brudetañ barzhed ouezelek an XVIIIvet kantved e voe. Ofiser e voe en arme ar Jakobidi ha kelenner gouezelek e voe d'ar priñs Charles Edward Stuart.

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe en Àird nam Murchan, war aod kornaouek Bro-Skos, ma oa pastor e dad. Kontañ a reer e voe graet skol dezhañ gant e dad a-raok ma'z eas da skol-veur Glasc'ho. Kontañ a reer ivez e kuitaas ar skol-veur a-raok kaout e ziplom da vont da zimeziñ gant Sìne Dhòmhnallach. Ur bugel o devoe, Raghnall Dubh, e 1728[1]. Roud a gaver eus Alasdair mac Mhaighstir Alasdair, e 1729, evel mestr-skol gant an SSPCK (Scottish Society for Propagating Christian Knowledge), ur gevredigezh protestant, en Eilean Ghleann Fhoinainn, un enezenn e Loch Seile, nepell diouzh An Gearasdan.

E 1738 e oa Alasdair oc'h ober skol e Cille Chòmhain hag e 1739 e oa e Coire Mhuilinn, ma skrivas e varzhoneg anavezetañ Allt an t-Siùcair[2]. E 1741 e embannas ar geriadur gouezelek kentañ, anvet Leabhar a Theagasc Ainminnin / A Galick an English vocabulary.

Emsavadeg ar Jakobidi e 1745

kemmañ

E 1745 e tilezas Alasdair mac Mhaighstir Alasdair al labour kelenn ha mont da-heul ar priñs Charles Edward Stuart, lesanvet Prionnsa Teàrlach Stiùbhart pe Bonnie Prince Charlie, e Gleann Fhionnainn. War-dro ar mare-se e troas ouzh ar gatoligiezh ha dont da vezañ un ofiser e penn ur reijimant 50 den en arme ar priñs. Ouzhpenn ar garg-se e voe anvet da gelenn gouezeleg d'ar piñs. Sevel a reas kanaouennoù gouezelek evit an emsavidi, evel da skouer Òran don Phrionnsa ("Kan d'ar priñs")<ref>Òran don Phrionnsa.

En em gannañ a reas en arme ar priñs Charles Edward Stewart betek an emgann diwezhañ e Cùil Lodair d'ar 16 a viz Ebrel 1746. Goude an drouziwezh-se e chomas gant ar priñs ur pennad. Pa dec'has ar priñs da Vro-C'hall avat e chomas ar barzh e Bro-Skos, dindan guzh, ha bevañ e meur a lec'h.

Embann a reas dastumadoù barzhonegoù c'hoazh goude-se, evel Ais-Eridh na Sean Chánoin Albannaich

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ