Alberto Pasini
Alberto Pasini, ganet e Busseto d'an 3 a viz Gwengolo 1826, hag aet da Anaon e Cavoretto d'ar 15 a viz Gwengolo 1899, a oa ul livour italian.
E vuhez
kemmañKoll a reas e vamm hag e dad da zaou vloaz, ha mont a reas neuze da chom da di e eontr Antonio Pasini, e Parma. Livour e oa e eontr, ha kenlabourat a rae gant Giambattista Bodoni. Da 17 vloaz e yeas Alberto da Akademiezh an Arzou-kaer, e Parma, hag e tibabas labourat war an endroiou. E-touez e oberennou ez eus un heuliad kestell eus dugelezh Parma ha Piacenza (1850-1851).
Perzh a gemeras e kentañ brezel an dizalc'houriezh, e-giz soudard barzh bagad Modena. Goude ul lajadig bet e Torino, en 1851 e yeas da neuze da Geneva hag ac'hano da Bariz, ma studias gant Eugène Ciceri. Barrekaat a reas e zoareou kalvezel el livioù eoulek e-serr Théodore Chassériau, hag e stagas da livañ e oberennou oriantalour. E 1855 e voe enfredet gant ar mision diplomatek c'hall, da vont da Bersia, e lez ar Chah, goude da Durkia, Siria, Arabia Saoudat hag ivez da Egipt. E-kerzh ar veaj-se e livas betek un tri-ugent a livadurioù hag un torkad tresadennoù all. E livadurioù spis-kenañ ha gwirvoudel-tre kemmesket gant ur stil arallvroek, a zegaso gwenneien dezhañ e Bro-C'hall hag en Italia. Goude e zistro da Italia, e arbennikeas gant sevenidigezh livadurioù war dodennoù oriantalour hag o deus graet berzh bras.
-
Ar voskeen Moristan e Kaero
-
Marc'had kezeg, Siria