Alessandra Mussolini

Alessandra Mussolini, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1962, zo un aktourez, top model ha politikourez italian.

Alessandra Mussolini
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlessandra Mussolini Kemmañ
Anv-bihanAlessandra Kemmañ
Anv-familhMussolini Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Kzu 1962 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
TadRomano Mussolini Kemmañ
MammAnna Maria Villani Scicolone Kemmañ
Breur pe c'hoarRachele Mussolini Kemmañ
BugelRomano Floriani Mussolini Kemmañ
KarSophia Loren, Edda Mussolini, Vittorio Mussolini, Bruno Mussolini, Anna Maria Mussolini Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherpolitiker, model, aktour sinema, muziker Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur La Sapienza e Roma, American Overseas School of Rome Kemmañ
Lec'h annezNapoli Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Roma Kemmañ
Strollad politikelForza Italia Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Ideologiezh politikelsokial-demokratelezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.alessandramussolini.it/ Kemmañ
Alessandra Mussolini e 2013

Tiegezh

kemmañ

Merc'h eo da Romano Mussolini, trede mab Benito Mussolini ha Rachele Guidi, ha da Anna Maria Scicolone, c'hoar da Sophia Loren. E 1989 e timezas da Mauro Floriani ha tri bugel o doe : Caterina, Clarissa ha Romano (diwar anv e dad-kozh).

Politikerezh

kemmañ

Bet eo ezel eus ar sened italian abaoe 2013, dilennet eo bet en anv ar strollad Il Popolo della Libertà, deuet da vezañ Forza Italia. Abaoe 2014 ez eo ezel eus ar parlamant europat evit FI.

Ganti e voe krouet ha renet ar strollad mirour broadelour, Azione Sociale. Etre 2004 ha 2008 e oa bet ezel eus ar parlamant europat ivez, kement hag eus kambr an deputeed, a zo ul lodenn eus ar parlamant italian, en anv Il Popolo della Libertà.

Ul lodenn eus pennaennoù Alessandra Mussolini a zo liammet gant gwelladennoù sokial: evit gwirioù ar maouezed, ar vugale. En tu all ez eo mennet da zifenn mennad un Italia greñv. Taget e oa bet e 2006 gant Vladimir Luxuria en devoa embannet e oa-hi ur faskourez, goude ma oa bet embannet ganti: "Meglio fascista che frocio" ("Gwelloc'h faskour evit heñvelreizh").