Alf Palmer
Alf Palmer (tro 1891 – 1981), pe Jinbilnggay en e yezh-vamm, a oa yezher a-vihanik diwezhañ ar Warrungu, ur yezh aborigen. Bevañ a reas e Townsville (Queensland) en Aostralia.
Labourat a reas gant yezhonourien Tasaku Tsunoda eus Japan ha Dr. Peter Sutton eus Sydney evit mirout e yezh. Enkrezet e oa gant se ha lavaret a rae meur a wech da Tsunoda : "An hini diwezhañ on hag a gomz Warrungu. Pa varvin e varvo ar yezh-mañ. Emaon o vont da gelenn ac'hanoc'h pep tra a ouian, neuze lakit anezhi dre skrid a-feson."