Alfredo Valdés Jr (1941-2016), ganet en La Habana en 1941 a oa ur c'haner ha pianoour kuban.

Mab e oa da Alfredito Valdés a gane gant ar Septeto Nacional, laz Ignacio Piñeiro, ha d'e bried Ana María. Niz e oa d'ar c'haner Vicentico Valdés ha d'an daboulinerien Marcelino hag Óscar, a savas an Orquesta Cubana de Música Moderna – OCMM, tad ar pianoour Lázaro Valdés hag “Oscarito”, tabouliner ha kaner al laz Irakere.

Kaset e voe gant e eontr Óscar da studiañ piano gant kelenner e genderv Lázaro, ar mestr José Ochoa Berrios.

En 1956 ez eas Alfredo Jr. da New York gant e diegezh ma voe unan eus diorroerien sonerezh Kuba. Eno e varvas e 2016.

Liammoù diavaez kemmañ