Alioù emvagañ evit ar yec'hed
Alioù emvagañ evit ar yec'hed hervez an dizoloadennoù nevesañ (2008):
- Ur c'hementad bihan-tre a alkool a zo mat evit ar galon, met ur poezon eo evit an avu.
- Mat eo digreskiñ ar c'hementad a sukr hag a holen a zebromp (a-walc'h a holen a zo er bara, er boued ragaozet...)
- Debriñ kalz a frouezh, legumajoù ha kraoñ a bep seurt. Ar frouezh melen ha ruz a zo mat-tre evit ar yec'hed. An tomatez poazh, ar brokoli hag ar c'haol a zo efedus a-enep ar c'hankroù.
- Mat eo digreskiñ ar c'hementad a gig ruz a zebromp, hag ivez ar charkuterezh.
Kankroù (krignoù-bev) 'zo a zeu dre hor genoù met lod all a zeu eus hon endro (danvezioù kimiek en endro, er boued...), gwelloc'h eo neuze debriñ boued bevoniel (biologel).
Ar butun, evel ma oar an holl bremañ a zo fall kenañ evit hor yec'hed.