Alix von Hessen-Darmstadt

Alix von Hessen-Darmstadt, pe Victoria Alix Helena Louise Beatrice von Hessen und bei Rhein, pe Aleksandra Fiodorovna Romanova (en ruseg : Александра Фёдоровна Романова), ganet d'ar 6 a viz Mezheven 1872, ha drouklazhet d'ar 17 a viz Gouhere 1918, a oa ur briñsez alaman, eus Hessen-Darmstadt, ha pried an tsar Nikolaz II. Brudet eo he mignoniezh ouzh Grigori Raspoutin. Lakaet eo bet da santez gant an Iliz reizhkredennek.

An dsarez Aleksandra Fiodorovna, e 1907

Merc'h e oa d'an Dug-meur Ludwig IV von Hessen und bei Rhein ha d'ar briñsez Alice Breizh-Veur, ur verc'h d'ar Rouanez Victoria. Dimezet e voe e 1894. Drouklazhet e voe gant ar volcheviked, war un dro gant he bugale.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.