Almodóvar de Monterrey
Almodóvar de Monterrey zo bet ur gumun spagnol e proviñs Cuenca, e Kumuniezh emren Castilla-La Mancha, entre 1974 ha 1983.
E 1974 e voe kendeuzet Olmeda del Rey, Chumillas, Almodóvar del Pinar, Solera de Gabaldón ha Monteagudo de las Salinas, hag anvet neuze Almodóvar de Monterrey.
Disparti a voe e 1983, ma tistroas pep hini evel ma oa kent, dleet d'an divroañ ha d'an dispignoù re vras da rannañ etre an dud a chome er c'humunioù.