Almoravided
An Almoravided (en amazigh Imrabden ; en arabeg المرابطون / al-Murābitūn, en unander: مرابط Murābit — da lavarout eo manac'h muzulman) a oa un tiegezh amazigh, eus an Adrar en Maouritania, a veze o kantreal entre Senegal a vremañ ha kreisteiz Maroko. En XIvet ha XIIvet kantved o doa un impalaeriezh hag enni Maroko a vremañ, kornôg Aljeria, hag un darn eus Spagn ha Portugal.
An Almoravided a oa ur seurt menec'h-soudarded a-du gant un Islam garv, hag a vodas dindan o yev douaroù eus kornôg pellañ Afrika hag Europa betek sevel un impalaeriezh, entre an XIvet ha XIIvet kantved, hag en em astenne en daou du d'ar Mor Kreizdouar.
An Almoravided zo ur meuriad eus ar skourr Lemtouna, unan eus skourroù tiegezh amazigh ar Zenagaed. Kroget e vije bet al lusk e-touez ar gantreerien Zenaga, en Enez Tidra, a vije e kreisteiz Mauritania a hiriv, hervez istorourien zo, er-maez da aod Senegal hervez re all.
Yussuf Ibn Tachfin a gemeras kêr Alje en 1082. Trec'h e voe war holl Zeneted kornôg ar Maghreb. Lakaat a reas sevel ar c'hentaén moskeenn sunit vras a rae gant al lid malekit, moskeenn veur Alje.
An Almoravided avat ne rejont ket brezel biskoazh d'ar Zirided na d'an Hammadided, daou diegezh deuet eus ar Sanhadjaed. Alje eta a oa war harzoù an Almoravided hag ar Zirided. Hervez skridoù all, goude d'an Almoravided bout faezhet gant an Hammadided, e tilezjont Tlemcen, hag Achir en 1002. Hervez re all c'hoazh edo Tessala e-tal Tlemcen. Hag En Nacer ben Alennas, eus an Hammadided, a gemeras ar galloud digant e genderv Bologhin, hag a aloubas Achir, N'Gaous, Miliana, Constantine, Alger ha Hamza en 1063.
En 1086, e voe pedet gant priñsed arab Spagn, rouaned an Taïfaoù, d'o harpañ en o stourm ouzh Alfonso VI Kastilha. Dilestrañ a reas d'an 30 a viz Mezheven, ha gantañ ez eas rouaned Sevilla, Granada, Malaga ha Badajoz, ha d'an 23 a viz here e voe trec'het Alfonso VI e Sagrajas (Zalaqa en arabeg), nepell diouzh Badajoz. neuze e tistroas da Afrika goude marv e vab, met galvet e voe en-dro en 1089. pa welas ar rouaned arab oc'h iriennañ an eil a-enep d'egile, hag a-enep dezhaén, ec'h aloubas al-Andalus entre 1090 ha 1094, gant skoazell ar pennoù relijiel bras. Ne reas ket berzh a-enep ar gristenien kaset gant El Cid, met en e uhelañ e oa galloud an Almoravided. Mervel a reas Yussuf Ibn Tachfin en 1106, a-hervez, d'an oad a 100 vloaz.
Ali Ben Yussuf a renas war e lerc'h. Brasaat ha kreñvaat a reas impalaeriezh ar Vaoured met enebourien a gavas war e hent: en un tu ar briñsed kristen evel-just, hogen en tu all, hini an Almohaded, enebet ouzh ar valikouriezh, hag a brezege ar brezel santel a-enep an Almoravided.
En 1142, pa varvas Ali Ben Youssef, e oa emsavadeg an Almohaded en he c'hreñvañ.
En 1145 e voe trec'het Tachfin Ben Ali e-kichen Oran, ma rankas tec'hel d'an daoulamm. Kouezhañ a reas en ur ganienn, ma en em lazhas. Daou roue almoravid, Ibrahim Ben Tachfin hag Ishaq Ben Ali a renas war e lerc'h, met en un doare aroueziek kentoc'h.
Pa voe kemeret Marrakech gant an Almohaded en 1147 e voe echu da-vat marevezh an Almoravided.
Emired almoravid
kemmañNiverenn | Ar bloavezhioù er galloud | Anv |
1 | 1062-1106 | Yusef ibn Tasufin ibn Talakakin |
2 | 1106-1143 | Alí ibn Yusef Ben Tasufin |
3 | 1143-1145 | Tasufin ibn Ali Ben Yusef Ben Tasufin |
4 | 1145-1145 | Ibrahim ibn Tasufin |
5 | 1145-1147 | Ishaq Ben Ali Ben Yusef Ben Tasufin |