Alun (Ewenni)

Disambiguation.svg Ur pennad Alun zo ivez.

Ar stêr Alun (Afon Alun e kembraeg) zo ur stêr e kreisteiz Kembre, e Bro Morgannwg, ha 7 km hed dezhi. C'hoarvezout a ra eus kember div wazh e kêriadenn Llandŵ (Llandow e saozneg), ar Stembridge Brook ha Gwazh Llandŵ (Llandow Brook e saozneg).

The Afon Alun, Castle-upon-Alun - geograph.org.uk - 1203616.jpg

Un adstêr zo dezhi, Gwazh Colwinston, e-kichen kêriadenn Colwinston.

Kemberiñ a ra er stêr Ewenni e-kichen kastell Ogwr.