Amalie von Brandenburg
Amalie von Brandenburg (1461 -1481 e Baden-Baden) a oa ur briñsez eus Brandenburg. Merc'h henañ Albrecht Achilles von Brandenburg (1414 -1486 ) ha d'e eil pried Anna von Sachsen (1437–1512)e oa, hag he mamm a oa merc'h d'ar priñs-dilenner Friedrich II von Sachsen).
He hanterc'hoar Margret a oa da zimeziñ da g-Kaspar von Zweibrücken-Veldenz (1458–1527), met mont a reas da leanez, hag Amalie neuze a voe prometet dezhañ pa ne oa nemet pevar bloaz.
Dek vloaz goude, e miz Ebrel 1478, e voent eureujet e Zweibrücken.
Dre se e oa kontez Pfalz ha dugez Zweibrücken ha Veldenz. En hec'h argouroù e oa Bad Bergzabern, Annweiler am Trifels, Herxheim, Falkenburg ha Hasloch.
Kuitaat he gwaz a reas Amalie pa ziskouezas an den treiñ da foll, ha mont neuze davet he zad en-dro.
Kleñvel a reas a-raok hec'h 20 vloaz, ha mont da gêr Baden-Baden, ma varvas. Trouz a savas diwar-benn hec'h enebarzh etre he zad-kaer hag he fried.
Levrlennadur
kemmañ- Julius von Minutoli (Hrsg.): Das kaiserliche Buch des Markgrafen Albrecht Achilles. Schneider, 1850; Neuauflage Zeller, 1984, ISBN 3-535-02459-5, S. 488.