Amalie von Sachsen (1794–1870)

Amalie von Sachsen, pe Amalie Marie Friederike Auguste, pe Maria Amalia Friederike Augusta Karolina Ludovica Josepha Aloysia Anna Nepomucena Philippina Vincentia Franziska de Paula Franziska de Chantal (1794–1870) a oa ur briñsez alaman, sonaozourez ha skrivagnerez. Da anv-pluenn e kemere an anv A. Serena, ha c'hoariva a skrive evel Amalie Heiter.

Amalie von Sachsen (1794–1870) .
Ar briñsez Amalie von Sachsen. Maenengravadur gant Friedrich August Zimmermann

Merc'h e oa da Maximilian von Sachsen ha da Carolina di Parma. Nizez e oa da Friedrich August Iañ, Roue Sachsen, ha da Anthony, Roue Sachsen ; c'hoar e oa ivez da Friedrich August II, Roue Sachsen, ha da Johann, Roue Sachsen ; moereb e oa da Albert, Roue Sachsen ha da Georg, Roue Sachsen.

Bevañ a reas Amalie e kastell Pillnitz, nepell diouzh Dresden, kêr-benn rouantelezh Sachsen. Ur vaouez desket e oa, a gane hag a sone ar c'hlavisim, hag a save sonerezh relijiel, c'hoariganoù, ha komediennoù.

Krennardez e oa Amalie da vare brezelioù Napoleon, ha meur a wech e rankas tec'hel diouzh he c'hastell, kousket war ar plouz e lec'hioù ma kave bod. Meur a wech ivez en em gavas dirak Napoleon, ha ne oa ket an den diouzh he grad. Lavarout a reas Napoleon dezhi e oa droug enni outañ peogwir en devoa graet brezel d'he ziegezh, met boazañ a raje n'eus forzh penaos, ma respontas ar plac'h krak e oa traoù ha ne c'halled ket boazañ outo.