Amalrig Chartrez

(Adkaset eus Amalrig Chartez)

Amalrig Chartrez, (Amaury de Bène e galleg, Amalricus de Bene e latin), ganet e Bennes, kêriadennig entre Ollé ha Chauffours (Eure-et-Loir a-vremañ) er c'hornôg da Chartrez, zo ur prederour gall hag a gelenne an doueoniezh e Skol-veur Pariz en XIIvet kantved. Kondaonet e voe e gelennadurezh e 1204 gant ar pab Inosant III, ha mervel a reas en 1209.

Le Supplice des Amauriciens, livet gant Jean Fouquet, e-barzh ar Grandes Chroniques de France (Bibliothèque nationale de France, Pariz)

E gelennadurezh kemmañ

Kelenn a rae prederouriezh ha doueoniezh e Skol-veur Pariz. Embann a rae ur seurt hollzoueegezh, ar Spered-Dizalc'h, tapet eus skridoù an Iwerzhonad Johannes Scottus Eriugena, ha niverus e oa e ziskibien, anvet Amaorisianed.

Er pezh a gelenne

  1. an holl zo Doue (omnia sunt deus) ha dre-se pep tra zo unan rak pep tra zo doue a (omnia unum, quia quidquid est, est Deus),
  2. pep kristen a rank krediñ eo un ezel eus korf Jezuz ha kement-se a rank krediñ evit bout salvet,
  3. neb a chom e karantez Doue n'hall ober pec'hed ebet[1].

Abalamour d'ar c'hentañ kinnig eo diwelus Doue d'an dud met e anaout a c'haller en e grouadennoù.

Kondaonet kemmañ

Kondaonet e voe e gelennadurezh en 1204 gant ar pab Inosant III. Goude e varv e 1209 e voe heskinet e ziskibien, ha barnet e voent e Pariz e 1210, ha devet e voe un toullad mat anezho e-maez kêr Bariz, goude un tremen etre daouarn justis ar roue.
Abaoe bloaz e oa marvet Amalrig, met dizouaret e voe, eskumunuget, ha taolet e gorf-marv war ur bern teil.

E-touez e ziskibien e oa ur Breizhad, David Dinan, a c'hallfe bezañ bet ivez e-touez ar re taolet en tan.

Notennoù kemmañ

  1. Chisholm, Hugh, ed. (1911). "Amalric, of Bena". Encyclopædia Britannica 1 (11th ed.). Cambridge University Press.