Amann gwenn
An amann gwenn zo un hilienn livrizhet tomm hag a ambroug ar pesked boazhet en dour pe c'hrilhet.
Ouzhpennet eo tammoù amann sal d'ur c'hroazhadur graet gant gwin gwenn (Muskadig hervez ar rekipe kentañ), gwinêgr ha chalotez gris, lakaet war dan bihan kenañ. Evit chom hep distresañ an hilienn e tle ar gwrezverk bezañ etre 27 ha 58°C. Louzeier a c'hall bezañ lakaet ivez. Chug sitroñs a c'hall kemer lec'h ar gwinêgr. Pa eo teuzet an amann e lezer ar chalotez e-biou araok servijout ar chaous.
Amann ruz zo anezhañ ivez, gant gwin ruz e vez graet e lec'h gwin gwenn.
E 1890 e oa ijinet an amann gwenn gant Clémence Lefeuvre hag a oa o c'hober war dro ur preti e Sant-Juluan-Kankell, war ribl al Liger. Hervez ar vojenn he dije dizoloet an hilienn dre wallzarvoud. Pa varvas ar geginerez e 1932 e lavaras ar politikour naonedat Aristide Briand e oa "un tamm evel ur c'hañv broadel".