An Ambibarii a oa ur bobl kelt eus Galia, eus Arvorig (= a-hed Mor-Breizh) a greder, hogen n'ouzer ket pelec'h edont o chom. Hervez o anv, latinekaet, e vevent en daou du d'ur stêr. Da vare unaniezh pobloù Galia en 52 kent JK e c'halljont sevel un armead 20 000 brezelour.

Marteze e oant ar memes pobl hag an hini a zo anvet Ambiliati pe Ambilatri e skridoù Casear (De Bello Gallico III, 9).