Hervez Geriadur brezhoneg An Here ez eo an amdroc'h un "oberatadenn surjianerezh pe lid ma amdroc'her ub. Moizez en deus roet deoc'h an amdroc'h."[1] ; amdroc'hañ a zo "Troc'hañ ar pod-mezenn evit un abeg a relijion pe yec'hed".

Engravadur tennet eus Figures de la Bible savet gant Gerard Hoet ha re all hag embannet e 1728 gant P. de Hondt e Den Haag o skeudennaouiñ Gn 17, 23

Amdroc'het e vez ar baotred er relijionoù yuzev ha muzulmat. Er Bibl ez eo an amdroc'h sin an emglev etre Doue hag Abraham (Gn 17,11[2]-14).
Evit sentiñ ouzh Doue eo ec'h amdroc'has Abraham Is'hak eizh deiz goude e c'hanedigezh (Gn21, 4[3]). Graet en doa memes tra d'e vab Ishmael ha da holl baotred e diegezh abretoc'h (Gn 17, 23).

Hervez al Lezenn (Lv 12,3)[4] e voe amdroc'het Jezuz pa voe oadet a eizh deiz (Lk 2, 21)[5].

Dilezet e voe al lid-se gant an iliz kentañ[6] goude daeloù taer a-walc'h war a seblant. Levezon Paol Tars a voe pouezus-kenañ en dibab (gwelout al lizher d'ar C'halated hag al lizher d'ar Romaned.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (br)Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 39.
  2. (br) Troidigezh An Tour-Tan, kentañ levrenn, p. 14 : "Troc'hañ a reot ho kroc'hen-amdroc'h hag e vo se an emglev etrezon-me ha c'hwi."
  3. (br) "hag e ec'h amdroc'has Avraham Is'hak, e vab, oadet a eizh deiz, evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Doue" - Troidigezh An Tour-Tan, kentañ levrenn, p. 18.
  4. (br) Troidigezh An Tour-tan, kentañ levrenn, p. 110.
  5. (br) Troidigezh renet gant Maodez Glanndour, Al Liamm,1969, p. 140.
  6. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, cerf/Nathan, 1990, p. 58.