Amiant
Amiant eo an anv a vez roet d'un doare mineral breunennek a c'hell bezañ e gwirionez krizolit Mg3(Si2O5)(OH)4, ha dreist-holl tremolit Ca2Mg5[(OH,F)|Si4O11]2. Setu amañ ur maen en deus kalz a berzhioù mat : pa vez mesket gant simant e kreñva ar betoñs, stourm mat e ra ouzh an tan, mat eo da ober priaj ! ... nemet bez’ en deus ur perzh fall da-vat... bez’ ez eo ur poezon-rik evit an den hag an endro. Tost da gant mil den dre Vro-Frañs a vo bet marvet gant se en ur ober un hanter-kant vloaz bennak, tost da vat tri mil bep bloaz.
E Korsika
kemmañE Korsika a-hed d’an aod war ur beg-douar hir anvet ar Kab Korsat ez eus ur gêriadennig anvet Canari e-kichen Nonza. Koantik eo al lec’h pintet uhel a-us d’an aod louet a zo un daou pe dri c’hant metr dindan ha louet kazi glas-gwer he liv. An dour a zo glas ivez, ha dre ma oa brav an amzer, ur sort glas teñval “royal” evel ma vez e Breizh met un tamm teñvaloc’h. A-bell e weler ur beg-douar evel ur menez bihan bet kignet a zerezioù. Eno ez eus bet ur vaengleuz amiant ken e oa hanter-kant vloaz ‘zo hag ouzh torr ar menez ez eus ur bern atredoù a veze laosket da gouezhañ er mor. O vont kuit eus Nonza a-hed da hent bord ar mor e sav e-kichen ar menez amiantek-se. Gwenn-sin eo an amiant a gaver e-mesk maen ar vro, ar serpantinit. Alese eo ez eus bet tennet an hanter eus an amiant a veze implijet er Frañs goude ar brezel diwezhañ. Pa voe tremenet ul lezenn a nac’he an implij anezhañ, e voe serret ar vaengleuz. N’eus ket droet ken da ober gant amiant abaoe ar bloavezhioù ’80, sañset.
E Bro-Gebek
kemmañE Bro-Gebek, tost da gêr Asbestos e bro Thetford Mines, ivez e-tro ar bloavezh 1969, e oa ur vaengleuz vras a amiant, asbestos e saozneg, en Asbestos just a-walc’h, ur gêr eus Bro-Gebek e-lec’h m’emañ unan eus brasañ poulloù maengleuz ar bed, hini Jeffrey Mines. Souezhet e oad o welout ar boultren a oa en aer pa'z aed e-barzh an uzin e-lec’h e veze ensac’het an amiant. Ur goumoulennad poultr a veze a lakae ar gweladenner da veza diaezet ganti. Goude-se, bloavezhioù war-lerc’h, e voe klevet pegen risklus e oa an amiant evit ar yec’hed pa veze dic’hwezhet. Dont a rae ar vicherourien da gaout ur seurt tanijenn en o skevent a veze anvet asbestoz pe amiantoz du-hont ha n’haller pareañ dioutañ siwazh. Kar eo ar c’hleñved-se d’ar silikoz a dape micherourien ar maengleuzioù granit e Perroz hag e lec’h all, poan gante o tianaliñ betek mervel kaledet o skevent. Ar memes seurt kleñved eo a dap ar varaerien pa vezont o hejañ bleud a-hed d’o buhez ! Degas a ra ar c’hleñvedoù-se ur seurt krign-bev er skevent. N’hall ken ar vedesined nemet klask dousaat an efedoù ha hetiñ d’ar glañvidi mervel hep gouzañv re.
Micherourien klañvet
kemmañE Breizh, en tu-hont da vicherourien ar sevel-tiez ez eus bet reoù all o kouezhañ klañv, en o zouez micherourien an DCNS e Brest. Ar re-mañ evel ma ‘c’h ouvezit a rae war-dro ar bombez nukleel a vez lakaet el listri-spluj. Dre o labour e vezent alies en un endro e-lec’h ma veze kalz a amiant hag e-leizh a skinoberiantiz. Lavaret e vez dezhe bremañ tremen radioioù evit gouzout ha tapet int pe nen int gant kleñvedoù evel an asbestoz peotramant reoù all liammet gant ar skinoù kreñv a vez en-dro d’ar bombezennoù. Goude un hir a varnadenn ez eus bet roet dezhe pep a 10 000 € digoll evit an “nec’hamant” a zo deuet diwar an analizoù strizh a rankont ober bep daou vloaz.
Er savadurioù
kemmañBez’ ez eus e-leizh a diez hag a savadurioù a oa bet implijet amiant enne d’o sevel. Kavet e vez en tuelennoù simant, er plakennoù da c’holoiñ toennoù hag en-dro d’ar siminalioù. Ret e vez dizamiantiñ neuze. Bulbuik eo al labour ha truchiri zo bet e-leizh. Graet zo bet toulloù a-blasoù war ar maez en-dro da gludoù-yer kozh a veze da ziskar, a-benn koach ar plakennoù amiantek en douar. Sañset ez eo difennet ober se met graet e vez memes tra daoust d’al lezennoù ha d’ar reolennoù. Met hep tamall tra da zen ebet, e c’haller kompren pa ‘c’h a ken fall al labour-douar ez eo re goustus lakaat ober al labour dispenn gant un embregerezh arbennikaet war se ! Neuze e c’haller hanter bardoniñ dezhe bezañ douaret o amiant !
Setu pa seller ouzh maengleuz gozh Canari e Korsika e-lec’h ez eus bet taolet bernioù atredoù diwar ar menez er mor e c’haller bezañ nec’het evit yec’hed an dud hag al loened a vev en-dro d’an aod louet-se, ken kaer ma ‘z eo ha sklaer he dourioù tro-war-dro. Evuruzamant ez eo techet an amiant da zisleberiñ gant an amzer hag an natur pa en emdro en ur seurt pri glas pe wenn bennak (klorit ha montmorilhonit). Neuze dre ma n’eo ket breunennek an amiant ken ne vez ket risklus ken kennebeut. Siwazh pell a-walc’h e vez o treiñ eus amiant da bri memes tra.